Ordoño III León
Neuz
Ordoño III León (c. 925-956) a oa roue León. Ren a reas adal 951 betek e varv.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa da Ramiro II León, ha ren a reas war e lerc'h. Bec'h en doe gant e amezeien, Rouantelezh Navarra hag ar c'hont kastilhan Fernán González, kentañ kont dizalc'h Kastilha, rak ar re-se a veze harpet gant e vreur Sancho Iañ León a glaske tapout ar gurunenn. A-benn ar fin e vo trec'h Ordoño III en León.
Ouzhpenn-se e rankas Ordoño III talañ emsavadegoù en e rouantelezh, ha dreist-holl hini Galiza, hag ivez argadennoù al-Ándalus.