Mont d’an endalc’had

Ordoño IV León

Eus Wikipedia

Ordoño IV, lesanvet el Malo ("an Drouk") (war-dro 925 - 962), a voe roue León etre 958 ha 960. Mab e oa da Alfonso IV León ha d'ar rouanez Oneca Sánchez, pe Oneca Pamplona.

Eurediñ a eure war-dro 958 da Urraca Fernández, intañvez ar roue Ordoño III León, a oa merc'h d'ar c'hont Fernán González Kastilha ha Sancha Sánchez. Hervez Kronik Sampiro, o devoe daou vugel (filiis duobus) hag unan anezho, anvet García, ac'h eas gant e dad da vete Kalif Córdoba, Alhakén II, da sinañ un emglev, hag a voe laosket eno da ouestlad e ti ar c'halif .