Urraca López de Haro

Eus Wikipedia
Ur pennad Urraca zo ivez.

Urraca López de Haro (c. 1160-c. 1230), a a oa merc'h d'ar c'hont Lope Díaz Iañ de Haro, aotrou Bizkaia, ha d'ar gontez Aldonza, diazezerien Manati Cañas en 1169.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Urraca a oa bet dimezet d'un den kar d'he mamm, ar Galizad Nuño Meléndez (c. 1180), mab da Melendo Núñez ha da María Fróilaz.

War-dro 1182 e teuas da vout serc'h d'ar roue kozh Fernando II León, roue León, goude marvet e eil gwreg Teresa Fernández de Traba digantañ.

Eureujiñ a reas Fernando hag Urraca un nebeud bloavezhioù goude, e Mae 1187, hag ar roue a roas dezhi douaroù en Aguilar ha Monteagudo. He breudeur ivez a voe enoret gant ar roue. En 1186, he breur García López a voe anvet da alférez ar roue, hag en 1187, he breur all Diego a resevas letanantiezh Extremadura (leonesa).

Pa welas e oa ar roue o vont war fallaat e klaskas Urraca lakaat he mab Sancho da vezañ pennhêr ofisiel, diwar-goust an infant Alfonso, mab da Fernando ha d'e gentañ pried, Urraca Portugal. An infant Alfonso, emezi, a oa bastard peogwir e oa bet torret eured e dud dre an abeg a genwadelezh.
Fernando a harluas e vab henañ eus e lez, un trec'h evit e vamm-gaer Urraca eta hag a oa o klask lakaat he mab Sancho da roue, un taol ne oa ket prest alfonso da ankouaat. Met bihan e oa ar skoazell a gave Urraca el lez, rak bihanik e oa he mab, hag enebourien he devoa : an tiegezh Traba, a zifenne gwirioù an infant Alfonso, a oa bet savet gante, hag an tiegezh Lara, bugale Teresa Fernández de Traba, eil pried Fernando.

Mervel a reas Fernando e Benavente d'an 22 a viz Genver 1188, hag e vab kentañ Alfonso a renas, evel Alfonso IX León. Neuze e rankas Urraca tec'hel da rouantelezh Kastilha ma rene un niz d'he fried roue, Alfonso VIII. He madoù e León a laoskas gant he breur Diego López II de Haro.

Alfonso IX León avat, chalet gant galloud an tiegezh Haro, a en em glevas gant Alfonso VIII Kastilha hag a lammas war ar c'hreñvlec'hioù a oa da Urraca e rouantelezh León.

En 1213 e teuas ar c'hont Álvaro Núñez de Lara, pried d'he nizez Urraca Díaz de Haro, da reiñ dezhi, rouanez intañvez, un toullad douaroù perc'hennet gantañ e La Bureba, en Santa María Ribarredonda hag e menezioù Petralata, hag ur puñs holen en Poza de la Sal. Gant ar madoù-se eo, goude marv ar c'hont, e savas, e 1222, Manati Santa María la Real en Vileña, fiziet ganti er Sistersianed . Eno ez eas da leanez.

Dre fazi avat ez eus bet kontet e oa abadez Urraca López de Haro, pried Fernando II, e Manati Cañas. Abadez Cañas e oa he nizez, kontez Urraca Díaz de Haro, merc'h d'he breur Diego López II de Haro.

Dimezioù ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div wech e timezas:

  • da Nuño Meléndez, mab da Melendo Núñez ha María Fróilaz, merc'h d'ar c'hont Fruela Díaz, ha d'ar gontez Estefanía Sánchez. Ur verc'h o doe :
    • María Núñez (marvet e 1255). Entre 1234 ha 1246, e voe María pe abadez pe mererez ar manati a oa bet savet gant he mamm .
  • da Fernando II León e 1187, ha tri bugel o doe:

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa intañvezas e savas Manati Santa María la Real de Vileña. Eno e varvas hag e voe beziet.