Leonor Plantagenêt
Neuz
Ur pennad Leonor Kastilha zo ivez.
Leonor Plantagenet pe Leonor Bro-Saoz , ganet e kastell Domfront e Normandi, e 1160, ha marvet e leandi las Huelgas de Burgos, e miz Here 1214, a oa ur briñsez norman ha saoz hag a deuas da vout rouanez Kastilha entre ar bloavezhioù 1170 ha 1214, dre he dimeziñ d'ar roue Alfonso VIII Kastilha.
Merc'h e oa da Herri II, roue Bro-Saoz, ha d'e bried Eleanora Akitania. Anv he mamm a voe roet dezhi, ha ganti e tegouezhas an anv e Kastilha .
Dimezet e voe da Alfonso VIII Kastilha (1156-1214).
Mamm e oa d'ar rouaned Enrique Iañ Kastilha ha Berenguela Iañ Kastilha, ha da Leonor Kastilha (1202-1244), dimezet da Jaime Iañ Aragon.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dek bugel he doe da vihanañ, muioc'hik moarvat:
- Berenguela, (Segovia 1179- Manati las Huelgas, 1246), Rouanez Kastilha ha pried da Alfonso IX León;
- Sancho ( 1181-1181), marvet da dri miz
- Sancha (1182-1184), n'eus roud ebet anezhi goude 1184. Beziet eo e panteon an tiegezh, e Manati las Huelgas.
- Urraca (1186–1220), dimezet en 1211 da Afonso II , roue Portugal;
- Blanca (Palencia, 1188–Melun, 1252). Dimezet en 1200 da Loeiz VIII (Bro-C'hall)
- Fernando (Cuenca, 1189–Madrid, 1211), pennhêr
- Mafalda Kastilha (Plasencia, 1191-Salamanca 1204);
- Leonor (war-dro 1190–1244), rouanez Aragon goude he dimeziñ en 1221 da Jaime Iañ Aragon;
- Constanza Kastilha (marvet d'an 2 a viz Genver 1243), abadez manati Santa María la Real de Las Huelgas en Burgos;Patrom:Harvnp
- Enrique ( 1204–Palencia, 1217), roue Kastilha war-lerc'h Alfonso VIII, evel Enrique Iañ.