Leonor Kastilha (1191-1244)

Eus Wikipedia
Ur pennad Leonor Kastilha zo ivez.

Leonor Kastilha (1202-1244) a oa infantez Kastilha ha rouanez Aragon dre zimeziñ.

Merc'h e oa da Alfonso VIII Kastilha ha da Leonor Plantagenêt (1160-1214).

Dimezet e voe e Mezheven 1221 en Àgreda (hiriv e proviñs Soria) da Jaime Iañ el Conqueridor, roue Aragon ha Kont Barcelona.

Ur mab he doe, Alfonso Aragon ha Kastilha (1222-1260), a voe anvet da bennhêr e 1228 hag a varvas e 1260.

Freuzet e voe an dimeziñ e 1229, ha mont a reas Leonor da leanez da gouent Las Huelgas, e Burgos, ma varvas e 1244. En hec'h obidoù ne oa nemet he mab Alfonso hag al leanezed.

Addimeziñ a reas Jaime.