Alfonso Aragon ha Kastilha
Neuz
Alfonso Aragon ha Kastilha (1222 - Calatayud 1260), a oa Infant Aragon.
Mab henañ Jaime Iañ el Conquistador ha Leonor Kastilha (1202-1244) e oa. Anvet e voe da bennhêr en 1228, met mervel a reas en 1260, hep bezañ renet.
Divugel e oa, goude ma oa dimezet da Constanza de Montcada, merc'h da Gastón VII de Bearne. E lezvreur, an infant Pedro, a voe anvet da bennhêr, hag a voe roue Pedro III da varv o zad e 1276.