Mont d’an endalc’had

Tour (savadur)

Eus Wikipedia
Tour Pisa, en Italia
Rivinoù un tour savet en Oadvezh an Houarn, en enez Leòdhas.
Willis Tower e Chicago, e Stadoù Unanet Amerika. Tour uhelañ ar bed e oa etre 1973 to 1998.
CN Tower e Toronto, e Kanada.

Un tour zo ur savadur, dezhañ muioc'h a uhelder eget a led. Gallout a ra an tourioù bezañ savadurioù anezho o-unan ha gallout a reont ivez bezañ lodennoù eus ur savadur brasoc'h, evel an tourioù iliz pe tourioù ar c'hestell.

Tourioù zo bet savet gant mab-den abaoe an amzerioù koshañ. Kavout a reer skouerioù anezho e savadurioù Mezopotamia, abaoe ar 4re milved kent JK. En Henamzer, e Roma pe e Kartada, e oa tourioù karrezek implijet evit difenn kêrioù ha kampoù an arme, evel da skouer er mogerioù savet en-dro da Roma er 4re hag en 3de kantved kent JK. E Moger Vras Sina e kaver tourioù difenn ivez, savet e 210 kent JK, da vare an Dierniezh Qin.

Meur a implij a c'hall bezañ d'an tourioù :

  • Tourioù modern eo ar skraberioù-oabl a saver bremañ da lojañ tud pe da reiñ bod da vurevioù.
  • Ur roll difenn a oa gant tourioù ar Grennamzer, an tourioù-meur, a oa tiez-annez, ha tourioù difenn ar c'hestell.
  • Ar siloioù hag ar c’hestell-dour a vez implijet da verniañ greun pe dour en uhel.
  • An tourioù-tan, kenkoulz hag an tourioù iliz, ar minaredoù pe ar befrezoù a dalveze da gas keloù d'an dud a-bell. Bremañ pa vez darempred etre an dud dre skinoù ha n'eo ket dre arouezioù gwelet pe glevet hepken, e talc'her d'ober gant tourioù evit ar skingomz.

Tourioù brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.