The Lady of Shalott
The Lady of Shalott zo ur valladenn viktorian embannet e 1833 gant ar barzh saoz Alfred Tennyson (1809–1892).
Gant Danvez Breizh ha Mojenn Arzhur eo bet awenet ar barzh, evel en e varzhonegoù kentoc'h, Sir Lancelot and Queen Guinevere ("An aotrou Lanselod hag ar rouanez Gwenivar") ha Galahad.
Ar skrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou zoare zo da varzhoneg Tennyson. An eil e 1833, ugent poz enni ha nav gwerzenn e pep hini anezho, eben e 1842 ha naontek poz a nav gwerzenn enni.
Diazezet eo war vojenn Elaine of Astolat, kontet en danevell italianek Donna di Scalotta (No. LXXXII en dastumad Cento Novelle Antiche, "Kant danevell hen"), embannet en Italia e 1804.
Tostoc'h d'an andon eo ar gentel gentañ ; en eil e pouezas ar barzh war digenvezded an itron en tour ha war he mennozh da gemer perzh e buhez ar bed, div zodenn n'emaint ket e Donna di Scalotta.
Livadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a livour zo bet awenet gant barzhoneg Tennyson, en o zouez William Holman-Hunt (1827-1910) ha John William Waterhouse (1849-1917) hag a reas meur a daolenn.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kemeret eo bet al linenn "The mirror crack'd from side to side" gant Agatha Christie da envel he romant The Mirror Crack'd from Side to Side, e 1962, hag un tamm perzh en deus ar barzhoneg er romant.
Sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Un doare berraet eus The Lady of Shalott, 14 poz ennañ, a voe sonet ha kanet gant an delennourez kanadian Loreena McKennitt en he fladenn The Visit e 1991[1].
Liammoù diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Lady of Shalott (taolenn), un daolenn gant John William Waterhouse
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Camelot Project, the University of Rochester — Doareoù 1833 ha 1842 lakaet kichen-ha-kichen evit o c'heñveriañ. (en)
- Le Morte d'Arthur — An istor hervez Le Morte d'Arthur gant ar skrivagner saoe Thomas Malory (~1405-1471). (en)
- Lancelot and Elaine (en)
- [1] — Un dielfennadur klok eus The Lady of Shalott, gant e genarroud istorel, teknikel ha kevredigezhel. (en)
- Anne Zanzucchi, ""Alfred, Lord Tennyson"" (en)
- The Lady of Shalott — Ar filmig bet savet e 2009 diwar oberenn A. Tennyson, 100 vloaz goude marv ar barzh. (en)
- Jon Parr Vijinski "The Lady of Shalott" - A Symphonic Tone Poem (en)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ McKENNITT Loreena, The Visit, Warner Bros. Records Inc., CD 9 26880-2