Elaine of Astolat

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
The Lady of Shalott Looking at Lancelot
John William Waterhouse (1894)
Elaine arrives at Camelot (Elaine erruet e Camelot, gant ul livour dizanv.

Elaine of Astolat pe Ascolat zo ur plac'h yaouank er romant saoznek Le Morte d'Arthur, gant Thomas Malory, hag a zo e karantez ouzh ar marc'heg Lanselod. Anvet eo ivez Elaine the White hag Elaine the Fair. Merc'h eo da Bernard of Astolat. Adkemeret eo bet an istor gant Alfred Tennyson div wech: e-barzh e varzhoneg "The Lady of Shallot" e 1833, hag en e gelc'hiad barzhonegoù Idylls of the King en 1859.

XIIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ roud eus mojenn Elaine a gaver er Mort Artu, e deroù an XIIIvet kantved : mervel a ra ar plac'h diwar he c'harantez ouzh Lanselod ha diskenn a ra he bag a-hed ur stêr da vetek kêr Camelot.
Un doare all a gaver, eus an XIIIvet kantved ivez, en danevell italianek La Donna di Scalotta, ha honnezh a servijo d'ar barzh saoz Tennyson da skrivañ e varzhoneg "The Lady of Shallot" .

XVvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Le Morte d'Arthur, skrivet er XVvet kantved gant Thomas Malory,e krog istor Elaine pa embann he zad, Bernard of Astolat, e vo aozet un tournamant, ma vo gwelet ar Roue Arthur hag e varc'heion. Lanselod da gentañ ne oa ket en sell da gemer perzh, met graet e vo dezhañ ober ur soñj all ha mont a ra d'ober ur gwel da Bernard hag e zaou vab a-raok an tournamant. Tra m'emañ Lanselot en he ziegezh e krog ar big e skouarn Elaine, ma ped ar marc'heg da zougen he livioù en tournamant. Eñ a respont neuze eo mat dezhañ o dougen, nemet e vo Gwinevar eno ivez, hag e ranko kuzhat e zremm pa en em ganno da virout a vout anavezet ganti. Digant Bernard e c'houlenn ha gallout a ra leuskel e skoed re vrudet gantañ, da gemer unan all diaesoc'h d'anavezout. Bernard a ro e asant, hag a brest dezhañ skoed gwenn Sir Torre, breur Elaine.

Livadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]