Mont d’an endalc’had

The Lady of Shalott

Eus Wikipedia
(Adkaset eus The Lady of Shallot)

The Lady of Shalott zo ur valladenn viktorian embannet e 1833 gant ar barzh saoz Alfred Tennyson (18091892).
Gant Danvez Breizh ha Mojenn Arzhur eo bet awenet ar barzh, evel en e varzhonegoù kentoc'h, Sir Lancelot and Queen Guinevere ("An aotrou Lanselod hag ar rouanez Gwenivar") ha Galahad.

Daou zoare zo da varzhoneg Tennyson. An eil e 1833, ugent poz enni ha nav gwerzenn e pep hini anezho, eben e 1842 ha naontek poz a nav gwerzenn enni.
Diazezet eo war vojenn Elaine of Astolat, kontet en danevell italianek Donna di Scalotta (No. LXXXII en dastumad Cento Novelle Antiche, "Kant danevell hen"), embannet en Italia e 1804.
Tostoc'h d'an andon eo ar gentel gentañ ; en eil e pouezas ar barzh war digenvezded an itron en tour ha war he mennozh da gemer perzh e buhez ar bed, div zodenn n'emaint ket e Donna di Scalotta.

Meur a livour zo bet awenet gant barzhoneg Tennyson, en o zouez William Holman-Hunt (1827-1910) ha John William Waterhouse (1849-1917) hag a reas meur a daolenn.

The Lady of Shalott Looking at Lancelot
John William Waterhouse (1894)
Lady of Shalott
William Holman Hunt (1905)
"I am half-sick of shadows",
said the Lady of Shalott

John William Waterhouse (1916)

Liammoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. McKENNITT Loreena, The Visit, Warner Bros. Records Inc., CD 9 26880-2