The Lady of Shalott (taolenn)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
The Lady of Shallott
John William Waterhouse (1888)
Tate Gallery, London

The Lady of Shalott zo un daolenn gant al livour saoz John William Waterhouse (1849-1917) e 1888, awenet gant The Lady of Shalott, ur varzhoneg saoznek gant Alfred Tennyson (1809-1892) e 1832. War ziskouez emañ en Tate Gallery, e Londrez.
The Lady of Shalott a weler o sellout ouzh ur groaz e-kichen teir c'hantol, arouezioù ar vuhez, hogen div anezho zo bet lazhet.

Diazezet eo an oberenn war vojenn Elaine of Astolat, e mojenn Arzhur, a zo e karantez dall ouzh Lancelot.

Taolennoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Waterhouse en deus graet teir zaolenn en holl diwar-benn ar vojenn : e-kichen homañ, graet e 1888, e oa div all, e 1894 ha 1915.

The Lady of Shalott
Looking at Lancelot

John William Waterhouse (1894)
Leeds City Art Gallery, Leeds
I am half-sick of shadows,
said the Lady of Shalott

John William Waterhouse (1916)
Art Gallery of Ontario, Toronto


Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]