Thais (hetaira)
- Ur pennad Tais zo ivez.
Thais (Θαΐς, e gregach) a oa un hetaira en Aten, er IVe kantved kt JK, ha serc'h da Alesant Veur. Ur vaouez kenedek e oa ken e vame an holl wazed outi. Orgediñ outi a reas ar barzh Menandros, ma roas hec'h anv d'ur pezh savet gantañ.
Pa voe kemeret kêr gant Alesant Veur e voe skrapet ar vaouez gantañ, ma troas ar brezelour pitilh ganti. Kas a reas anezhi gantañ betek Persia.
Tan-gwall Persepolis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ar vojenn eo-hi a lakaas ar flammerenn en e zorn, goude un nozvezh orged, pa voe c'hwezhet an tan e kêr Persepolis er bloavezh 330 kent JK, e-kerzh un nozvezh lonkañ.
Komz a reas dirak an holl evit lakaat Alesant da lakaat an tan e-unan. Hervez Kleitarc'hos ne oa nemet ur pennad froudenn. Hervez Ploutarc'hos ha Diodoros Sikilia e oa graet da gas an dorzh da dud Persia o devoa devet templ Athena en Akropolis Aten e 480, da lavarout eo 150 vloaz a-raok (e lec'h an templ e voe savet ar Partenon).
Rouanez Egipt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa varvas ar brezelour meur e timezas d'ar jeneral hellazat Ptolemaios, deuet da vout ar faraon Ptolemaios Iañ Sôter (Πτολεμαῖος Σωτήρ, Ptolemaĩos Sōtḗr) hag e c'hanas tri bugel, daou vab hag ur verc'h hag a zimezas da roue Kiprenez, Eunostos.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meneget eo hec'h anv :
- er gomedienn latin Eunuchus, gant Terentius, ma'z eo anv ur c'hast. Diouzh e lenn, n'eus darempred ebet gant an hetaira Thais. Koulskoude eo savet ar pezh diwar un oberenn all, savet gant Menandros, hag eñ serc'h dezhi.
- Taide zo meneget er barzhoneg italianek Inferno (kan XVIII, 133-136), kentañ rann an Divina Commedia gant Dante Alighieri, e 1314. Eus gast Terentius ez eus kaoz gantañ, ha n'eo ket eus an hetaira istorel.
- Meneget eo anv an hetaira
- er barzhoneg gallek Ballade des dames du temps jadis gant François Villon,
- er pezh saoznek Doctor Faustus gant Christopher Marlowe, e genoù Faustus, war un dro gant hini he serc'h Alesant;
- Un dudenn a-bouez eo e romantoù istorel saoznek Mary Renault diwar-benn Alesant Veur, Fire from Heaven ha The Persian Boy, hag en he buhezskrid The Nature of Alexander.
- Таис Афинская (Thais eus Aten) ur romant istorel rusek gant Ivan Efremov e 1972, diwar-benn an hetaira.