Tangi Merien
Tangi Merien | |
Ganedigezh | 1987 |
---|---|
Broadelezh | Breizh |
Micher(ioù) | Kaner, aktour, advouezhier, skrivagner senario ha kinniger abadennoù |
Internet | https://fr-fr.facebook.com/Tangi-Merien-1592027804369874/ |
Tangi Merien, ganet e 1987 e Gwitalmeze, zo ur c'haner, aktour, advouezhier, skrivagner senario ha kinniger abadennoù. Skoliataet eo bet er skolioù Diwan eus ar skol vihan betek al lise. Goude-se e voe bloaz hanter e skol-veur Brest o studiañ brezhoneg[1] Ur stummadur en doa graet e skol an ESRA e Roazhon. Bet eo o c'hoari er pezhioù-c'hoari Ar roue Ubu[2] ha Frankiz[3]. gant Strollad ar Vro Bagan. Kazetenner eo bet evit Radio Kerne. Goude Radio Kerne e oa bet o c'hoari er stirad Ken Tuch'.
Mouezh Treveur Mac Brennig, tad ar familh, en deus bet graet er Familh Morlaeron. Bet eo o kinnig an abadenn Mouchig Dall gant Mai Lincoln evit Frañs 3[4].
Gant Sten Charbonneau e vez o kinnig ar c'hoari C'hoari ha Deskiñ evit Brezhoweb[5].
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- KAKAHUET, film berr gant Stéphane Ac'h, gant Marion Gwenn, 14 munutenn, 2017[6]
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ [1]
- ↑ http://www.arvrobagan.fr/spip.php?mot260
- ↑ http://www.teatr-brezhonek.bzh/kreizenn-dafar/da-welout-ha-da-glevout/traou-da-glevout/abadennou-skingomz-war-ar-c-hoariva/article/ar-pezh-c-hoari-frankiz-gant-strollad-ar-vro
- ↑ http://www.letelegramme.fr/spered-ar-vro/tangi-merien-c-hoari-13-06-2013-2134942.php#hEfQpBDDCHtQmwkr.99
- ↑ https://actu.fr/bretagne/guingamp_22070/brezhoweb-lance-son-nouveau-jeu-tele-100-breton-a-guingamp_7420664.html
- ↑ http://cataloguefilmsbretagne.com/film/kakahuet