Mont d’an endalc’had

C'hoari ha Deskiñ

Eus Wikipedia

C'hoari ha Deskiñ zo un abadenn skinwel skignet ha produet gant Brezhoweb. Filmet e vez e pep lec'h e pemp departamant Breizh[1]. Ar c'hentañ abadenn a oa bet filmet e 2016. 18 abadenn a oa bet filmet e 6 kêr disheñvel[2].

Choazet e vez ar c'hêrioù abalamour d'al lañs a zo gant ar brezhoneg enno. Kenurzhier an abadenn eo Dewi Siberil. Kinniget e vez C'hoari ha Deskiñ gant Tangi Merien ha Sten Charbonneau. Sten a vez o prientiñ ar goulennoù ha difaziañ a ra an dud padal Tangi a ro buhez d'ar c'hoari dre sevel ar goulennoù.

Div pe deir lodenn a zo d'un abadenn gant pevar a dud[3]:

  1. Deraouidi/ skolidi
  2. Skolajidi
  3. Tud gour

Al lodenn gentañ a zo goulennoù war ar c'hemmadurioù. Goude-se goulennoù war ar sevenadur. Da c'houde goulennoù war an troioù-lavar. Ul lodenn a zo ivez tennañ ar ger fall eus un heuliad pe kavout gerioù tro-dro d'ur sujed[4].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]