Mont d’an endalc’had

Svyatoslav I Kyiv

Eus Wikipedia
Svyatoslav I
Святослав Ігорович
Delwenn gant Yevgeniy Lansere (1886)
Priñs Kyiv
Ren 945972 (27 vloaz)
En e raok Igor Kyiv
War e lerc'h Yaropolk I Kyiv
Rejantez Olga Kiyv (ren : 945962)
Priñs Novgorod
Ren 945–970
War e lerc'h Volodymyr I
Ganedigezh ~943 e Kyiv
Marv 972 e Khortytsia
Remziad Рю́риковичі [Ryourikovitched][1]
Tad Igor Kyiv
Mamm Olga Kyiv
Pried Predslava
Bugale Yaropolk I, Oleg, Volodymyr I
Svyatoslav gwisket e giz Ukraina, gant Fedor Solntsev, 1869
Svyatoslav I, 1568

Svyatoslav I Igorevitch (ukraineg : Свѧтославъ Игорєвичь ; Kyiv, ~943 – Khortytsia[2], 972) a voe Priñs Rous Kyiv adalek 945 betek e dremenvan d'an oad a 28 pe 29 bloaz[3]. Brudet eo dre an ergerzhioù-brezel a gasas dizehan en Europa ar Reter ; er mervent da Gyiv enep ar C'hazared hag er reter enep ar c'hentañ impalaeriezh vulgar. Trec'h e voe war veur a boblad slavek, war an Alaned kent argadiñ Khanelezh Bulgariz ar Volga[4]. D'ar mare-se e oa kevreet gant Petcheneged Azia ar C'hreiz ha Magyared Hungaria a-vremañ.

Goude marv e dad Igor Kyiv er bloaz 945, pa oa Svyatoslav bugelig c'hoazh, e vamm Olga Kyiv (~890-969) a voe rejantez betek 962[5] : war-dro 20 vloaz neuze e oa Svyatoslav pa voulc'has e ren, a badas un dekvloaziad hepken. Amzer en devoe koulskoude da astenn e rouantelezh betek traoñienn ar Volga er reter, Pradeg vras Europa hag ar Balkanioù, en ur sevel dre-se brasañ Stad europat ar mare. E 969 e stalias e gêr-benn e Pereyaslavets war lez kleiz an Danav ha nes d'e c'henoù e korn-bro Odesa[6]. Bloaz goude e lakaas e vab Yaropolk da vespriñs Rous Kyiv hag e vab all Oleg da vespriñs Drevlinia, ur rannvro er reter da Gyiv ; ouzhpenn se ec'h anvas e drede mab Volodymyr da briñs Velikiy Novgorod[7]

Petra bennak ma troas e vamm war-du ar gristeniezh e chomas Svyatoslav ur pagan divrall a-hed e vuhez verr[8]. Dre ma varvas trumm en ur spi-brezel e 972 d'an oad a 28 pe 29 bloaz n'en devoe ket amzer da sevel un impalaeriezh ; n'en devoe ket amzer ivez da aozañ un hêrezh stabil, ar pezh a gasas d'ur brezel etre e dri mab, ma varvas Oleg e 977 ha Yaropolk e 978 en ur lezel Volodymyr da unpenn nemetañ [9].

Ne ouzer nemet nebeut a dra a-zivout bugaleaj Svyatoslav, a dremenas e Velikiy Novgorod (kêr-benn Oblast Novgorod e Rusia hiziv)[10]. E dad Igor, priñs Rous Kyiv, a oa bet lazhet e Drelinia war-dro ar bloaz 945, hag e vamm Olga a voe rejantez betek ma vije deuet Svyatoslav en oad da ren da vat war-dro ar bloaz 963 ; e-keit-se e voe kelennet gant ur Vareg anvet Asmund[11].

Deskrivet eo bet neuz Svyatoslav I gant an istorour ha kroniker Leon Diákonos (Leon an Diagon), a oa test da emgav ar priñs gant an impalaer bizantat Ioannes Tzimiskēs ; hervezañ e oa ar priñs a vent krenn, e zaoulagad skedus, korfet kreñvoc'h eget an impalaer. Moal e oa, gant ur barv tanav, mourrennoù fonnus, ha kuchadoù-barv da ziskouez e noblañs. E gwenn e veze gwisket peurliesañ, ha naetoc'h a-galz e oa e zilhad eget re e soudarded, daoust dezhañ bezañ damheñvel outo. Ur bravig-skouarn hepken a zouge, bras, graet en aour ; ouzh ar bravig e oa ur skarbouklenn ha div berlezenn[12].

E lez Impalaeriezh Bizantion e troas Olga Kyiv war-du an Iliz Ortodoks er bloaz 948[13] pa oa Svyatoslav ur bugel war-dro pemp bloaz. Hennezh avat a chomas pagan, pa soñje dezhañ e vije graet goap outañ gant e heulierien mar troje da gristen[14] ; pa sinas un emglev a beoc'h gant Impalaeriezh Bizantion e touas war an doueoù Perun ha Veles[15] — re bouezus dezhañ e oa fiziañs e soudarded p'edo o klask sevel un impalaeriezh etre an Danav hag ar Volga.

Den ne oar ha mab henañ e dud e oa Svyatoslav I, pe hag-eñ en devoa breudeur ha c'hoarezed.

Gouzout a ouzer avat en deus bet meur a vugel, hogen ne ouzer hogos netra diwar-benn e briedoù. N'eur ket peursur zoken e oa Oleg (†977) ha Yaropolk (952-978) mibien dezhañ ha d'e bried Predslava (†990). Gant e servijourez ha serc'h Maloucha Malkovna en devoa bet ur mab all, Volodymyr I Kyiv (~958-1015), a droas da gristen hag a gristenaas Rous Kyiv.

Ergerzhioù-brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er reter da Gyiv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kuzul-brezel Svyatoslav, Boris Chorikov (1836)

Diouzhtu pa voe o ren da vat e tremenas Svyatoslav I amzer o sevel un arme kent arsailhañ ar Stadoù amezek evit astenn beli Rous Kyiv war draoñienn ar Volga ha Pradeg vras Europa. Er bloaz 965 e faezhas ar C'hazared, ur boblad turkek a veve etre aodoù ar Mor Du ha re Mor Kaspia hag a zalc'he unan eus galloudusañ Stadoù Europa ar C'hreiz[16]. Moarvat e oa mennet ar priñs da lemel aotrouniezh ar C'hazared war hentoù ar c'henwerzh dre ar Volga, pa daosent kement marc'hadourezh a veze kaset dre ar stêr veur. Evit dont a-benn eus e daol e vodas Svyatoslav ar pobladoù slavek a oa dindan veli ar C'hazared ; ar re a nac'he a veze rediet da baeañ truaj da Rous Kyiv e-lec'h d'ar C'hazared[17],[16].

Goude-se e tremenas ar priñs hag e lu dre ar Volga hag he adstêr Oka da arsailhañ khanelezh vulgar ar Volga (tro-dro da gember ar stêrioù Kama ha Volga, en Oblast Oulyanovsk hiziv). E-tro ar bloaz 965 e tistrujas Sarkel, ur gêr c'hazar (en Oblast Rostov hiziv). Eno e stalias Belaya Vyezha ("Ar C'hreñvlec'h Gwenn", troet diwar an anv c'hazar "Sarkel"), a droas d'ul lec'h pouezus er c'henwerzh etre ar stêrioù Don ha Volga ; pelloc'h e tistrujas Itil, a oa kêr-benn ar C'hazared[18].

War hent an distro da Gyiv ec'h argadas Svyatoslav I an Oseted/Alaned, a lakaas da wizien Rous Kyiv. Dre an ergerzhioù-brezel-se e c'hallas ar priñs bezañ mestr war an hentoù etre an Norzh hag ar Su a-dreuz ar stepennoù hag ar Mor Du. Ouzhpenn se e voe muioc'h a Slaved en tiriadoù nevez-gounezet[19].

Er Balkanioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Svyatoslav oc'h aloubiñ Bulgaria, XIVvet kantved

A-drugarez d'an emglev etre Rous Kyiv hag Impalaerezh Bizantion a-c'houde o brezel e 944 e voe diskaret Stad ar C'hazared[20]

E 967 pe 968, an impalaer bizantat Nikeforos II Fokas (~912-969) a c'houlennas digant priñs Kyiv reiñ dorn dezhañ en ur brezel enep Impalaeriezh Bulgaria en eskemm ouzh 15 000 lur aour. Hervez De administrando Imperio an impalaer bizantat Kōnstantinos VII Porphyrogennētos (905-959), Svyatoslav ac'h eas d'ar mor gant 60 000 gwaz, miliadoù a c'hoprsoudarded en o zouez[21]. Faezhet e voe Boris II Bulgaria (~931-977) ha kaset da Gergustentin da vezañ toullbac'het ; rann hanternozel Bulgaria a voe dalc'het gant Rous Kyiv. E 968 end-eeun avat, Bizantion a c'hopras Petcheneged evit sezizañ Kyiv, m'edo Olga ha Volodymyr, mab yaouankañ ar priñs ; torret e voe ar c'hronn gant aduidi Svyatoslav ha hennezh a zistroas buan da skarzhañ ar Betcheneged a gendalc'he da glask sezizañ kêr en-dro[22].

Goude e vrezelioù er Balkanioù enep Bulgaria e nac'has priñs Kyiv lakaat e c'hounidoù dindan yev Impalaeriezh Bizantion ; torret e voe an emglev neuze e 969, ar bloaz ma varvas Olga Kyiv. Svyatoslav I a zilec'hias e gêr-benn da Bereyaslavets, a oa ur greizenn genwerzhel a-bouez e genoù an Danav[23].

Seziz Durostorum, XIVvet kantved

En hañv 969 e kuitaas Rous Kyiv adarre en ur rannañ e zomani etre e dri mab, hag adarre ec'h aloubas Bulgaria. Eno e trastas Trakia, ma trouklazhas annezidi Plovdiv. An impalaer Nikeforos a respontas dre greñvaat Kergustentin hag e armeoù ; a-greiz m'edo oc'h ober e voe lazhet gant Ioannes Tzimiskēs, a voe impalaer en e lec'h[24]. Ioannes I Tzimiskēs a glaskas diouzhtu broudañ Svyatoslav I da guitaat Bulgaria, en aner avat : treuziñ an Danav a eure priñs Kyiv da sezizañ kêr Adrianopolis, ar pezh a hadas spont e Kergustentin. Goude-se e voe taget Svyatoslav d'e dro gant Bizantion, a voe trec'h en Emgann Adrianopolis e miz Meurzh 970. E-keit-se ec'h eas Nikeforos d'ar Balkanioù gant ul lu bras ; goude treuzet ar menezioù e kemeras Markianoupolis (Devnya hiziv, e reter ar vro) ma oa dalc'het priñsed vulgar da c'houestlidi gant Rous Kyiv. Kilañ betek Durostorum (Silistra hiziv, e biz ar vro) a reas Svyatoslav, hag eno e voe sezizet gant Bizantion e-pad 60 devezh. Ret e voe dezhañ plegañ da zilezel ar Balkanioù, dilezel Krimea ha distreiñ da lez kornôgel an Dnipro en eskemm ouzh bevañs ha gwarez digant Bizantion war an hent d'ar gêr. Lestrañ war ar Mor Du a eure Svyatoslav hag e wazed neuze, ha dilestrañ war Enez Berezan e genoù an Dnipro : eno e stailhjont o c'hamp evit tremen ar goañvezh ; mizvezhioù diwezhatoc'h e voe drastet ar c'hamp gant an naonegezh[25].

Ur c'hwitadenn e voe ergerzhioù-brezel Svyatoslav I er Balkanioù evit Rous Kyiv, nemet e voe gwanaet Bulgaria, ar pezh a aesaas argadennoù an impalaer bizantat Vasilev II Porphyrogennetos[26] "Lazher Bulgared" (958-1025) e deroù an XIvet kantved.

Marv of Svyatoslav, Boris Chorikov

Bresk e oa ar peoc'h gant Svyatoslav I, hervez Ioannes I Tzimiskēs ; setu e kargas Kourya, khan ar Betcheneged, da lazhañ ar priñs a-raok man errufe e Kyiv. Brud a nijas betek ennañ hogen nac'h a reas na dremen dre froudoù an Dnipro ; eno e voe spiet ha lazhet, p'edo o klask treuziñ al lammoù-dour e-kichen Enez Khortytsia e deroù ar bloaz in 972. Hervez ar C'hronik, ar Betcheneged a reas evit Kourya ur gib alaouret diwar glopenn ar priñs[25].

Brete a voe etre mibien Svyatoslav goude e dremenvan, ha brezel a darzhas etre e vibien wirion Yaropolk hag Oleg er bloaz 976 ; lazhet e voe Oleg e 977, ha tec'hel a eure ar mab bastard Volodymyr kent sevel un arme, distreiñ da Gyiv e 978 ha lazhañ Yaropolk. Unpenn nemetañ Rous Kyiv e voe Volodymyr I neuze[27].

Distro Svyatoslav eus an Danav da Gyiv, Ivan Akimov (1773)
Svyatoslav hag an impalaer Ioannes, Klavdiy Lebedev (~1880)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

E-pad pell ez eo bet Svyatoslav I Kyiv un haroz meur en Ukraina koulz hag e Rusia hag e Belarus.

Livourien ha barzhed e Rusia a dennas splet anezhañ da vare ar brezel etre Rusia ha Turkia (1768-1774), pa oa damheñvel ouzh kerzhadeg ar priñs etrezek Kergustentin en Xvet kantved.

Al livour rus Ivan Akimovich Akimov (1755-1814) a livas Distro Svyatoslav eus an Danav da Gyiv e 1773.

An dramaour rus Yákov Borísovitch Knyazhnín (1740 pe 42-1791) a skrivas un drajedienn anvet Ольга Olga (1776-78)[28].

War wanaat ec'h eas ar c'hiz en XIXvet kantved. An dramaour rus all Nikolai Petrovitch Nikolev (1756-1815) a skrivas ivez ur pezh-c'hoari diwar-benn Svyatoslav I, un drajedienn anvet Svatoslav end-eeun (1805)[29].

Al livour rus Klavdiy Vasil'yevitch Lebedev (1852-1916) a livas Svyatoslav hag an impalaer Ioannes e-tro ar bloaz 1880, ma weler Leon an Diagon ivez.

Ar c'hizeller rus Yevgeniy Yevgen'yevich Lansere (1848-1886) a reas un delwenn da Svyatoslav e 1886. War ar sichenn ez eus skrivet :

« Не пострамимъ Земли Русской, лѧжемъ костьми. Мертвіи бо сраму не имутъ. – Свѧтославъ въ 970 году на пути къ Царьграду »
"Biken ne lakaimp mezh da Zouar Rous, kentoc'h e lezimp hon eskern amañ; Rak an anaon n'o deus mezh ebet. – Svyatoslav e 970 war hent Kergustentin".

E Mirdi Broadel an Arzoù e Minsk, Belarus, emañ an oberenn hiziv.

Teir gwech ez eo meneget Svyatoslav (Святослав) gant ar barzh rus Velimir C'hlebnikov (1885-1922) en e varzhoneg Написанное до войны Skrivet a-raok ar brezel e 1913[30].

An haroz fallakr eo Svyatoslav I Kyiv e The Lost Kingdom; or, the Passing of the Khazars, ur romant gant ar Saoz Samuel Gordon (1871-1927) e 1926[31].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Basilevsky, Alexander. Early Ukraine – A Military and Social History to the Mid-19th Century. Jefferson, North Carolina : McFarland, 2016 (ISBN 978-0-7864-9714-0)
  • (en) Borrero, Mauricio. Russia: A Reference Guide from the Renaissance to the Present. New York : Facts on File, 2004 (ISBN 978-0-8160-4454-2)
  • (en) Bushkovitch, Paul. A Concise History of Russia. Cambridge, Massachussets : Cambridge University Press, 2011 (ISBN 978-0-521-54323-1)
  • (en) Christian, David. A History of Russia, Central Asia and Mongolia – Volume 1: Inner Eurasia from Prehistory to the Mongol Empire. Hoboken, New Jersey : Wiley-Blackwell, 1998 (ISBN 978-0-631-20814-3)
  • (en) Cross, Samuel Hazzard & Sherbowitz-Wetzor, Olgerd P.. The Russian Primary Chronicle – Laurentian Text. Cambridge, Massachussets : The Mediæval Academy of America, 1953 • En-linenn. Kavet : 05 Meu 24.
  • (en) Curta, Florin. Eastern Europe in the Middle Ages (500-1300). Leiden : Brill, 2019 (ISBN 978-90-04-34257-6)
  • (en) Feldbrugge, Ferdinand J. M.. A History of Russian Law: From Ancient Times to the Council Code (Ulozhenie) of Tsar Aleksei Mikhailovich of 1649. Leiden : Brill, 2017 (ISBN 978-90-04-34642-0)
  • (en) Gleason, Abbott. A Companion to Russian History. Hoboken, New Jersey : Wiley-Blackwell, 2014 (ISBN 978-1-118-73000-3)
  • (en) Kendrick, Thomas D. A History of the Vikings. Mineola, New York : Courier Dover Publications, 2004 (ISBN 978-0-486-43396-7)
  • (en) Leon Diákonos & Talbot, Alice-Mary & Sullivan, Denis F.. The History of Leo the Deacon – Byzantine Military Expansion in the Tenth Century. Washington, DC : Dumbarton Oaks Research Library and Collection, 2005 (ISBN 978-0-88402-324-1)
  • (en) Martin, Janet. Medieval Russia, 980-1584. Cambridge, Massachussets : Cambridge University Press, 2008 (ISBN 978-0-521-85916-5)
  • (en) Moss, Walter G.. A History of Russia – Volume 1: To 1917. New York : Anthem Press, 2003 (ISBN 978-1-84331-023-5)
  • (en) Vernadsky, George V.. The Origins of Russia Oxford : Clarendon Press, 1959


  1. Primary Chronicle, p. 299
  2. En Oblast Zaporizʹka, Ukraina, hiziv.
  3. Borrero, 2009, p. 389.
  4. Moss, 2003, p. 29.
  5. Gleason, 2014, p. 53.
  6. Curta, 2019, p. 296.
  7. Feldbrugge, 2017, p. 473.
  8. Bushkovitch, 2011, p.7.
  9. Martin, 2007, pp. 1-2.
  10. Basilevsky, 2016, p.99.
  11. Primary Chronicle, p. 78.
  12. Vernadsky, 1959, pp. 276–277.
  13. Primary Chronicle, p. 82.
  14. Primary Chronicle, p. 84.
  15. Primary Chronicle, p. 90.
  16. 16,0 ha16,1 Primary Chronicle, p. 84.
  17. Christian, 1998, p. 345.
  18. Christian, 1998, pp. 297–298.
  19. Christian, 1998, p. 298.
  20. (ru) Sakharov, Andrey (1982). Восточный поход Святослава Ergerzh-brezel Svyatoslav er Reter'. Kavet : 05 Meu 24.
  21. (el) (fr) 'De administrando Imperio'. Kavet : 05 Meu 24.
  22. Primary Chronicle, p. 85.
  23. Primary Chronicle, p. 86.
  24. Kendrick, , p. 158
  25. 25,0 ha25,1 Primary Chronicle, p. 90.
  26. "Bet ganet er porfir", da lavaret eo en ur gambr e palez meur Kergustentin a oa kinklet gant porfir, ur greunvaen mouk evel dilhad lignez an impalaerien ; gwelit McCormick, M.. Porphyrogennetos, e Kazhdan, Alexander P., Oxford Dictionary of Byzantium, p. 1701. Oxford : Oxford University Press, 1991 (ISBN 978-0-19-504652-6)
  27. Martin, 2008, pp. 1-2.
  28. (ru) Ольга – Трагедия Olga – Trajedienn'. Kavet : 05 Meu 24.
  29. (ru) Светослав Svatoslav'. Kavet : 05 Meu 24.
  30. (ru) Ar varzhoneg. Kavet : 05 Meu 24.
  31. (en) Gordon, Samuel. The Lost Kingdom; or, the Passing of the Khazars. New York : Shapiro, Vallentine and Co., 1926.