Mont d’an endalc’had

Stummoù gwenedek-rik er yezh lennek

Eus Wikipedia

Pal an emglev staliet e 1941 gant ar pep brasañ eus ar skrivagnerien vrezhonek a oa unvaniñ ar reizhskrivadur evit ma vije degemeret stummoù 'zo eus brezhoneg Gwened. An doare-skrivañ nevez a zo bet anvet an doare-skrivañ peurunvanaet pe ar peurunvan. Prientet e oa bet al labour unvaniñ gant ar Wenedourien Langleiz ha Roperzh ar Mason abaoe meur a vloaz, ha war azgoulennoù ar Wenedourion eo, Loeiz Herrieu ivez, e voe asantet gant rener Gwalarn, Roparz Hemon, kemm an doare-skrivañ KLT d'ober ar c'h-KLTG. Er pleustr e oa bet savet ul levrig da beurunvaniñ ar yezh hec'h-unan ivez, ha n'eo ket hepken an doare-skrivañ.

Roperzh ar Mason en devoa moulet e ti Skridoù Breizh e 1943 al levrig-se a zo bet advoulet gant Hor Yezh. Ar stummoù gwenedek a ranker degemer er yezh skrivet unvan a vo kavet amañ eta. Stummoù gwenedek all a zo, hogen n'int ket sañset da vezañ degemeret en doare-skrivañ peurunvan.

  • "zh" pa vez ar son c'h e gwenedeg peurvuiañ
  • -où liester
  • dour
  • amanenn

skrivet e vo avat :

  • war
  • evn
  • pevar
  • ruz, rusoc'h
  • kriz, krisoc'h
  • gwirionez
  • karantez
  • karantezus
  • menez
  • mezv
  • gwaz
  • al, an, ar
  • ma, am
  • da, pa, ra
  • koad
  • krouadur
  • gwad
  • gant
  • -at (estlamm)
  • -ay (amzer da zont)
  • -ahe (amzer divizout)
  • ene
  • levenez
  • ec'hoaz
  • enderv
  • ivez
  • milin
  • gwelit
  • ho
  • o
  • goullo
  • -ot, –or (amzer da zont)
  • ro (reiñ)
  • teod
  • gwalc'hiñ
  • dihunomp
  • dezhañ
  • eost
  • meot
  • greot
  • deu (dont)
  • leun
  • -iñ pe –añ (dibennoù verboù)
  • soñj, sistr, setu
  • -our (micher)
  • -on pe –ion (liester)
  • lannegi (liester anvioù stroll)
  • ma, hen
  • digarezit me
  • me ho kar
  • -he –ze stumm divizout ar c'hlt –fe -je
  • -ay kentoc'h eget –aio
  • -zout –zomp kentoc'h eget –jout –jomp
  • bout
  • emañ emaint
  • endevout
  • am bout
  • az pout
  • en devout
  • he devout
  • hor bout
  • ho pout
  • o devout
  • Ra viot benniget ho pout ma dibabet
  • Bout ec'h eus
  • Ec'h kentoc'h eget ez
  • Evite
  • Warnezhañ
  • Warnezhi
  • Warnezhe
  • A, ag e-lec'h eus
  • Un den ag ar vro
  • Anal
  • Argant
  • Glustraj
  • Choukiñ (azezañ)
  • Banal
  • Baraoez
  • Bagoù
  • Breureg
  • Kelion
  • Doare (keloù)
  • Boser (kiger)
  • Kog (kilhog e yezh Leon), a zo anavezet mat er rannyezhoù all
  • Daroù (daeroù)
  • Dilost-hañv (diskar amzer)
  • Ejon
  • Bailhog (elgez)
  • Enta (eta)
  • Follezh (follentez)
  • Furnezh
  • Gellout
  • Aior (goudor)
  • Gourhelen (gouere)
  • Duac'h (gouest)
  • Gwezh (gwech)
  • Blank (gwenneg)
  • Henoal (here)
  • Hañval (heñvel)
  • Halen (holen)
  • Jiboes (chase)
  • C'hoareg (c'hoar-gaer)
  • Yenion (yenijenn)
  • Lezidant (lezirek)
  • Mabeg (mab-kaer)
  • Mammeg (Mamm-gaer)
  • Miloar (melezour)
  • Merc'heg (Merc'h-kaer)
  • Magoer (moger)
  • d'al lue, laez
  • nevez-hañv
  • gloev (rouez)
  • d'an diaz
  • tier (tiez), (anavezet e yezh Treger ivez: "rederez-an-tier")
  • truek (truezus)

Barzhoniezh (stummoù degemeret er V.):

  • 'ar (war)
  • amprevon
  • ankouac'h
  • ankouaat
  • aotru
  • arneñ
  • badiant
  • bouar (distagadur boas e Kerne)
  • klezeñ, kleñ
  • kozhoni
  • da (dont)
  • dele (dle)
  • douen (dougen)
  • deur (dour)
  • eneñ (ene)
  • eit (evit)
  • fari
  • felan (feal)
  • fiañs (fiziañs)
  • goulle (goullo)
  • gran (greun)
  • gwalern (gwalarn)
  • golc'h(iñ) (gwalc'h(iñ))
  • gwenen (gwenan)
  • henoazh (henozh)
  • hennen (hemañ)
  • heuli (heuliañ)
  • hounnen (houmañ)
  • istoer (istor)
  • yav (yev)
  • laret (lavarout)
  • lan (leun)
  • lies (alies)
  • lon (loen)
  • lor (loer)
  • luec'h (luc'h)
  • nadoez (nadoz)
  • ne (neñv)
  • neizhour (neizheur)
  • oberour
  • paourerion (paourion)
  • peac'h (peoc'h)
  • pear (pevar)
  • pinvik (pinvidik)
  • purgatoer (purgator)
  • sort (seurt)
  • seul (soul)
  • trezol (teñzor)
  • tead (teod)
  • toemm (tomm)
  • ken.. evel (ken ruz hag an tomatez)
  • kreñvoc'h-kreñv(añ)
  • -ma –men (evit –mañ)
  • egile ("eben" zoken pa vez benel)
  • e da (ez… e-barzh da)
  • -amp –et –it –ant
  • evit : -omp –it –ont
  • na ouelez ket (na ouel ket) er stumm gourc'hemenn
  • Laboura (-a dibenn verb e rannyezh Kalloc'h)
  • -eet (-ot)
  • -eer (-or)
  • -ehe (-he)
  • -iñ –et (dibennoù verb)
  • ous (out)
  • beet (biot)
  • ben, bes, be (bezan, bezez, bez…)
  • bezit (bec'h)
  • bout a zo (bout ec'h eus)
  • dout (devout)
  • doe, doa (devoe, devoa)
  • do (devo)
  • dehe (devehe)
  • gout (gouzout) goui-
  • mont hag ober :
    • -eamp (-eomp)
    • -et (-it)
    • -eant (-eont)
    • -ous (out)
    • -is (it)
    • -oñ – ou (-añ)
    • (ha) pa