Kaozeal:Stummoù gwenedek-rik er yezh lennek

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

"a ranker degemer" am eus skrivet peogwir ez eo danvez an emglev a zo bet skoulmet e 1941 ha setu holl : ar re a ra gant ar skritur unvan a RANK degemer an emglev evel m'eman, mod all e krouont ur skritur all. Roperzh Ar Mason a oa gwenedour : gouzout a ouie mat ne oa ket maoien skrivan gwenedeg gant ken nebeut a frankiz. Bez ez eus ganin en un tu bennak un destenn skrivet gantan war an divoud (e-barzh En Had) e-lec'h e lavar , diouzh am eus sonj : ra skrivo an wenedourion er skritur gwenedek evit an dud dizesk, ha ra skrivint e peurunvan pa c'hell al lennerion ober gantan. Se a oa furnezh. Hogen breman, 65 bloaz war lerc'h, an holl a lenn ingal brezhoneg a zo desket a-walc'h da ober gant ar peurunvan dre skrid ha da zerc'hel da gomz evel ma karont ! T gwilhmod

> "Roperzh Ar Mason en deus moulet e ti Skridoù Breizh e 1943 ul levrig a zo bet advoulet gant Hor Yezh. Ar stummoù gwenedek a ranker degemer er yezh skrivet unvan a vo kavet amañ eta. Stummoù gwenedek all a zo hogen n'int ket da vezan degemeret en doare-skrivan peurunvan."

Eur véz é lenn trow mod-mañ : Gerioù a "ranker degemer" ha lod "n'int ked da vezan degemeret". Med petra é ar skritur-mañ ? Eur prijon daonet lèh vé chétet geriou a-gaoz na 'h aint ked flour ba skouarn eun dén ? Gréet vé amañ péz zo bét gréet g'ar galleg 300 bla so : dibourvessâd ar yéz.

G'ar véz !Lip-Chopin 26 Aug 2005 à 08:05 (UTC)