Mont d’an endalc’had

Strollad Wagner

Eus Wikipedia
Strollad Wagner
private military company, aozadur damsoudardel, aozadur armet, aozadur torfedouriezh, aozadur sponterezh
Iskevrennad eusRussian irregular forces during the Russian invasion of Ukraine Kemmañ
Deiziad krouiñ1 Mae 2014 Kemmañ
Anv er yezh a orinЧВК «Вагнер», Группа Вагнера Kemmañ
Anvet diwarDmitry Utkin Kemmañ
DiazezerYevgeny Prigozhin, Dmitry Utkin Kemmañ
Den e penn an aozadurLeader of the Wagner Group Kemmañ
PrezidantDmitry Utkin, Andrey Troshev, Yevgeny Prigozhin, Pavel Prigozhin Kemmañ
Testenn ar ger-sturКровь, честь, родина, отвага, דם, כבוד, מולדת, אומץ, Blood, honor, homeland, courage Kemmañ
StadRusia Kemmañ
Political alignmentright-wing extremism Kemmañ
Sez sokialSant-Petersbourg, Molkin Kemmañ
Bet erlec'hiet gantRedut, African Corps Kemmañ
Darvoud-alc'hwezmurder of Yevgeny Nuzhin, Wagnergate, Emsavadeg ar Strollad Wagner Kemmañ
Deiziad divodañ2023 Kemmañ
Commanded byDmitry Utkin, Yevgeny Prigozhin Kemmañ
Logo ar Strollad Wagner

Ar Strollad Wagner (rusianeg : Группа Вагнера, romanekadur: Gruppa Vagnera), anvet ivez PMC Wagner (rusianeg : ЧВК[a] « Вагнер », romanekadur : ChVK « Vagner » "Embregerezh milourel prevez Wagner") zo un aozadur damsoudardel rusian. Diskrivet e vez evel Embregerezh prevez soudarded, rouedad goprsoudarded pe Lu prevez ar prezidant Poutin c'hoazh. Gant Stadoù-Unanet Amerika o vountañ, e vez embannet gant muioc'h-mui a vroioù ez eo ar Strollad Wagner unan sponterezh padal e vez keñveriet alies gant strolladoù goprsoudarded stadunanat all ha n'int ket bet lakaet war listenn luskoù sponterezh [1].

E-keñver lezenn Rusia, ar strollad zo e-maez lezenn rak difennet groñs eo kaout aozadurioù soudardel goprsoudarded, setu perak eo bet nac'het e-pad pell gant ar gouarnamant ha penn an aozadur Yevgeniy Prigojin e oa anezhañ. Ar strollad n'eo ket unan gant mennozhioù politikel resis met ul lod eus an izili zo liammet ouzh an tu dehoù broadelour, impalaerour ha betek nevez-nazi.

Krog eo brud ar strollad e-kerzh Brezel an Donbas en Ukraina, reiñ a rae harp d'an disrannerien o devoa emzisklêriet Republikoù Donetsk ha Louhansk etre 2014 ha 2015. Goude-se en doa kendalc'het ar strollad da gemer perzh e stourmadennoù dre ar bed evel en Brezel diabarzh Siria, Libia, Brezel diabarzh Republik Kreiz Afrika, ha Brezel Mali. Alies e vez ar strollad o stourm gant an tu hag a zo tost da c'houarnamant Rusia.

Izili Wagner a vez rebechet dezho torfedoù-brezel lec'h ma oant bet kaset. E-touez an tamalloù e vez gwalladennoù, laeroñsi trevourien, ha jahinañ dizertourien betek lazhañ anezho.

En Ukraina e oa bet savet ar Strollad Mozart evel enep-skouer d'ar Strollad Wagner gant Stadunaniz. Ar strollad a oa aet da get e miz Genver 2023 goude kudennoù lies alkool, laeroñsi hag all[2].

D'an 23 a viz Even, Prigojin en doa roet lañs d'un emsavadeg armet. Paouezet e oa bet trumm an emsavadeg ha distroet ar goprsoudarded en o c'ampoù d'ar 24 a viz Even goude un emglev gant Alyaksandr Loukachenka, prezidant Belarus.

Goude-se e oa bet gwennaet ha diskarget an holl tamalloù justis a-enep dezho d'an holl izili eus ar Strollad memes Prigojin ha kinniget dezho pe emezeliñ el lu rusian pe mont kuit e Belarus oc'h heuliañ penn ar strollad.

Tuta ha gourdoniñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dibenn ar bloavezh 2019, ur c'hod a enor Wagner a oa bet embannet gant dek gourc'hemenn da heuliañ evit izili an aozadur. En o zouez e oa : difenn interestoù Rusia bepred hag e pep lec'h, gwareziñ enor ar soudard rusian, chom hep stourm evit ar moneiz nemetken, bezañ trec'h bepred hag e pep lec'h.

Gant ar c'holloù o uhelaat e-kerzh ar brezel en Ukraina, gouarnamant Rusia en deus implijet an aozadur evit desachañ tud da vont da vezañ soudarded. Goustadik, Ministrerezh Difenn Rusia zo bet o kemer muioc'h-mui a blas en aozadur dre implijout ar brud tro-dro dezhi evit tuta. Goustadik eo bet izelaet ivez ar pezh a oa ret kaout evit mont e-barzh an aozadur. Abaoe miz Gouhere 2022, hervez servijoù spiañ Bro-Saoz, ar Strollad Wagner a vefe bet o tegemer prizonidi rusian en eskemm ouzh o frankiz.

Emsavadeg 2023

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 23 a viz Even, Unvezioù Wagner distroet eus Ukraina o doa aloubet kêr Rostov-an-Don, pennlec'h an Distrikt milourel Su e Rusia. Peder charreadenn kirri Wagner a oa bet o vont goude-se war hent Moskov. Ar pal a vije bet tizhout kêr buan a-raok ma vije bet un enepargadenn gant nerzhioù lu ar vro. Paouezet e oa bet trumm an emsavadeg ha distroet ar goprsoudarded en o c'hampoù d'ar 24 a viz Even, goude un emglev gant Alyaksandr Loukachenka, prezidant Belarus.

Strollad Rusich
Skoed ar Strollad Rusich

Er Strollad Wagner ez eus un unvez anvet Rusich, pe Strollad Stourm Rusich, displeget evel un "unvez tagañ, enaouer ha moc'hata" [3]. Bet eo o stourm gant nerzhioù disrannourien reter Ukraina. Rusich zo awenet gant ideologiezhoù an tu dehoù pellañ feuls betek bezañ gwelet evel un unvez nevez-nazi. Al logo implijet gant an unvez zo ur swastika slavek.

Savet eo bet ar strollad gant Alexey Milchakov ha Yan Petrovsky en hañv 2014, goude bezañ echuet o mare deskiñ ha gourdoniñ el Lejion Impalaerel Rusian, skourr stourm al Luskad Impalaerel Rusian.

E 2017, Prokulor pennañ Ukraina a oa kroget da labourat evit kavout prouennoù eus an torfedoù a vefe bet sevenet gant an unvez en Ukraina.

Unvez serbian
Rusianed Du

Ar Strollad Wagner a oa o tuta soudarded en un unvez anvet Rusianed du [4] enni prizonidi rebel ar Republik Kreizafrikan (UPC). Implijet e vefe an unvez e Mali ha hervez mammennoù ral en Ukraina ar pezh a seblant iskis [5].

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]