Emsavadeg ar Strollad Wagner
Emsavadeg ar Strollad Wagner | |||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022 | |||||||||
| |||||||||
Emgannerien | |||||||||
Strollad Wagner Soudarded ministrerezh difenn Rusia | Gouarnamant Rusia | ||||||||
Pennoù-brezel | |||||||||
Yevgeny Priojin | Vladimir Poutin | ||||||||
Niver a emgannerien | |||||||||
8000 -25 000 Nerzhioù lu Wagner + harperien trevour ha soudarded hag ofiserien Ministrerezh difenn Rusia | Dianav | ||||||||
Kolloù | |||||||||
Wagner: 2 | 13 -20 marvet |
D'an 23 a viz Even 2023, ar Strollad Wagner, un aozadur damsoudardel rusian, a oa emsavet a-enep pennoù-bras Rusia. An emsavadeg zo bet awenet gant an enebadur daonet etre Ministrerezh an Difenn e Rusia ha Yevgeny Prigojin, penn ar Strollad Wagner.
Prigojin en doa embannet e oa an emsavadeg unan da respont d'an tagadennoù gant nerzhioù lu Rusia a-enep e strollad goprsoudarded. Komzet en devoa war Telegram, oc'h embann e oa bet diabeg e gwirionez Aloubadeg Ukraina gant Rusia, e oa dre fazi ministr an Difenn Sergei Choigou ma oa hir ha diaes an aloubadeg, hag embann et en doa zoken e oa Choigou o profitañ hag o lakaat padout ar brezel evit laerezh arc'hant ha madoù gant sikour oligarked rusian.
D'ar 24 a viz Even, ar prezidant rusian Vladimir Poutin en doa diskuliet obererezhioù ar Strollad Wagner ha graet « treitourien » anezho.
D'an 23 a viz Even, Unvezioù Wagner distroet eus Ukraina o doa aloubet kêr Rostov-an-Don, pennlec'h an Distrig milourel Su e Rusia. Peder heuliadeg kirri Wagner a oa bet o vont goude-se war hent Moskov. Ar pal e vije bet tizhout kêr buan a-raok ma vije bet un enebargadenn gant nerzhioù lu ar vro. Paouezet e oa bet trumm an emsavadeg ha distroet e oa ar goprsoudarded d'o c'hampoù d'ar 24 a viz Even, goude un emglev gant Alyaksandr Loukachenka, prezidant Belarus.
Aloubadeg Rostov-An-Don
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ajañsoù spiañ Departamant Difenn SUA e oa bet tu gwelet e oa bet un toullad soudarded Kevredad Rusia o tilezel o ofiserien evit mont gant ar Strollad Wagner. Hervezo ha mammennoù all e vez gwelet anat e oa harpet mat obererezhioù Wagner gant soudarded hag ofiserien lies ha niverus kement en Ukraina evit e Rusia hag er bazennoù nepell diouzh Ukraina. Hervez Prigojin, daou soudard rusian a zo marvet o stourm skoaz-ha-skoaz gant ar Strollad Wagner e-pad an emsavadeg [1]
Disoc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Prometet oa bet gant Poutin dilezel an enklaskoù gant an FSB d'ar 24 a viz Even. D'ar 27 a viz Even 2023 eo bet gwennaet ha diskarget da vat an holl tamalloù justis a-enep d'ar Strollad Wagner e liamm gant an emsavadeg [2]. D'an holl izili eus ar Strollad eo bet kinniget dezho pe emezeliñ el lu rusian pe mont kuit e Belarus oc'h heuliañ penn ar strollad [3]. Rediet eo bet ar strollad reiñ e armoù ponner d'al lu rusian. Kroget eo labourioù nepell diouzh Minsk evit sevel ur c'hamp da zegemer anezho. Betek 8000 goprsoudard gant o familhoù evit ul lod anezho a c'hellfe kavout repu eno [4].
Marv Prigojin hag Utkin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad spisoc'h: Gwallzarvoud karr-nij Tver 2023
D'an 23 a viz Eost 2023, Prigojin gant nav den all a zo marvet e-kerzh ur gwallzarvoud karr-nij. E-touez ar re marvet e oa Dmitry Utkin krouer ar Strollad Wagner. Ar c'harr-nij a oa un jet prevez oc'h ober ur mone etre Moskov ha Sant-Petersbourg. Hervez mediaioù Stad Rusia e oa Prigojin war listenn ar bourzhidi. Ur chadenn Telegram tost diouzh Wagner n'eus embannet e oa bet distrujet karr-nij Prigojin gant tenn un difennerezh enep-aer Rusian a-us Oblast Tver.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "‘We did not want to spill Russian blood’: Prigozhin makes statement on Wagner Group’s mutiny attempt", Novoya Gazeta Europe (26 June 2023). "Meur a stourmer eus ar PMC Wagner a zo bet gloazet. Daou a zo marvet — bez e oant soudarded Ministrerezh difenn Rusia a oa deuet ganeomp a galon vat."
- ↑ https://www.lindependant.fr/2023/06/27/guerre-en-ukraine-la-russie-abandonne-les-poursuites-contre-wagner-et-son-patron-11304234.php
- ↑ https://www.lindependant.fr/2023/06/27/rebellion-de-wagner-evgueni-prigojine-en-fuite-en-bielorussie-un-de-ses-avions-a-atterri-ce-matin-a-minsk-11304529.php
- ↑ Plusieurs sources disent avoir vu Prigojine en Biélorussie, du côté de Minsk. Des spécialistes affirment également qu'un camp a été dressé pour accueillir 8000 soldats du groupe Wagner https://www.lindependant.fr/2023/06/26/guerre-en-ukraine-rejoignez-nous-ou-rentrez-chez-vous-vladimir-poutine-donne-une-derniere-chance-aux-rebelles-du-groupe-wagner-11303167.php