Strollad Kallag

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Strollad Kallag zo ur strollad c'hoariva brezhonek diazezet e Kallag ha renet gant Marie-Hélène Morvan ha Sylvain Botrel, ar pennc'hoarierien. Savet eo bet ar strollad e 1993.

O fezhioù-c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Heritaj ar vamm-gaer, bet kinniget a-raok gant Strollad Speied (1994-1995)
  • Bitekle, pe war hent ar Baradoz, skrivet gant Gwilhoù Kergourlae ha laket e brezhoneg gant Remi Derrien (Strollad Penn Ar Bed) (1996-1998)
  • Lubaner Kreiz Breizh, troet gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan diwar The Playboy of the Western World gant John Millington Synge (1999-2001)
  • Tro d'ar jeu, pe tud dilikat war ur plankon ledan, troet gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan diwar La Balade des planches gant Jean-Paul Alègre (2001-2003)
  • Merc'h an Aotroù Doue, diwar La Vie commence au théâtre gant Jean-Paul Alègre. Laket e brezhoneg gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan (2002-2004)
  • Salokras ! pe ar seizh pec'hed kapital, skrivet gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan (2005-2007)
  • Mazheas ar c'higer, troet gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan diwar Histoire de Maheu le boucher gant Eduardo Manet (2008-2011)
  • Komedienn mil luiet, troet gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan diwar The Comedy of errors gant William Shakespeare (krouet e miz Here 2013)
  • Kontadenn Luduennig, arvest margodennoù evit ar vugale, savet gant Marie-Hélène Morvan ha Sylvain Botrel diwar ur gontadenn bobl (krouet e miz Gwengolo 2015)

Krouidigezhioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • An disput Trouz diwar-benn an tele louz, a oa aet ar priz kentañ ganti da-geñver championad ar bed an disputchoù e Gwerliskin, e 2003.
  • Disput an dour, skrivet gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan
  • Avanturioù mab Emon, parodienn savet gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan diwar ur pezh kozh, Buhez ar pevar mab Emon.
  • 'Barzh an toull-noz, laket e brezhoneg gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan : ur plac'h yaouank kozh hag ur paotr digavandad o-hunan e-barzh un toull-noz... Diviz diboell ha leun a fent (fent glas a-wechoù)
  • Lein ar re gozh, savet ha c'hoariet asambles gant Strollad Gwerliskin
  • Sal ar gouelioù, savet ha c'hoariet asambles gant Strollad Gwerliskin (krouet e miz Gwengolo 2012)