Jean-Paul Alègre
Jean-Paul Alègre a zo ur skrivagner dramaour gall ganet e 1951.
Abaoe meur a goulzad, hag hervez stadegoù ar Fédération nationale des compagnies de théâtre et d’animation, unan eus ar skrivagnerien vev ar c'hoarietañ e Bro-C'hall.
Troet eo bet e skridoù en un ugent yezh bennak (saozneg, japaneg, ruseg, arabeg, gresianeg, spagnoleg, brezhoneg...) ha kavet e vezont e tregont bro. Prezidant ar "Centre des Bords de Marne au Perreux" eo.
Embannadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E holl bezhioù-c'hoari zo embannet en ti-embann "Éditions de l'Avant-Scène" hag e ti "Lansman Éditeur". "La Ballade des planches" zo unan eus e destennoù. Un dastum a meur a bezhioù berr hag a vez oc'h en em c'houlennata war bed ar c'hoariva. Kejet 'vez gant komedianed o prientiñ an traoù diwezhañ a-raok un abadenn, re all hag a vez o pleustriñ gant ul leurenner strizh-tre, ha re all c'hoazh hag a vesk ar wirionez gant burzhud ar c'hoariva … Unangomzoù a zo ivez : ar "complainte du tube de fond de teint", kan paotr al luc'hvanner… embannet eo bet an destenn-mañ e 1996 ha c'hoariet eo bet meur a-wech abaoe… Troet ha c'hoariet ez eus bet lod eus ar pezhioù bihan-se e brezhoneg gant Strollad Kallag evit an arvest anvet "Tro d'ar jeu".
Prizioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Resevet en deus ar "Prix de Lyon des Auteurs de Théâtre" evit Lettres croisées, e 2003, ha roet eo bet dezhañ ar "Prix Emile Augier" gant an Académie française, evit Agnès Belladone, e 2004, ur priz hag a drugareka evit un oberenn drama.
Un toullad eus e destennoù a zo adimplijet el levrioù skol ha graet ez eus bet meur a studiadenn Skol-Veur diwar e benn.
Jean-Paul Alègre a zo oberiant ivez e buhez ar c'hoariva, dre ma 'z eo Prezidant ar Centre des bords de Marne, leurenn kendivizet, kemplezh sevenadurel vras eus Reter Pariz. Dilennet eo bet da brezidant an EAT (Ecrivains Associés du Théâtre) e miz Even 2006 hag addilennet e miz Even 2009. Dilennet eo bet ivez, d'ar 17 a vie Even 2010, merour c'hoariva ar SACD (Société des Auteurs et Compositeurs Dramatiques).
Jean-Paul Alègre a zo "chevalier dans l'ordre des Arts et Lettres". Ministr ar sevenadur, Renaud Donnedieu de Vabres eo en deus roet dezhañ arouezioù ar priz-mañ.