Strafbataillone
Strafbataillone pe Bewährungsbataillone a veze graet eus batailhonoù-pinijenn en holl skourroù al lu alaman e-pad an Eil Brezel-bed. Soudarded, torfedourien ha trevourien kondaonet a c'helle bezañ kinniget dezho mont en unvezioù-se. An unvezioù a oa reoù armet fall ha fiziet enne ar gwashañ palioù war an tachennoù emgann. Sañset e oa an izili da vezañ dieubet goude un darvoud dreistordinal sevenet ganto en emgann, en gwirionez an darn vrasañ anezho a voe lazhet e-kerzh an emgannoù. Ar batailhonoù-se a oa renet gant ar Feldgendarmerie, polis milourel Alamagn.
Lod prizonidi hag o devoa dreistbevet a voe anzavet evel "mat d'ar servij" ha kaset en-dro e rejimantoù boaz. Darn eus soudarded ar Strafbataillon a oa bet implijet war Talbenn Reter an Eil Brezel-bed, nebeut anezho o devoa stourmet en Ardennes, war an Talbenn Kornôg e-kerzh an argadenn veur e miz Kerzu 1944.
Izili brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mab henañ Ernst Jünger, hag a oa 18 vloaz, ezel eus ar C'hriegsmarine, a oa bet kondaonet da vont d'an unvez-pinijenn 999. Marvet eo pe lazhet gant partizaned italian pe lazhet gant izili SS.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Geheime Feldpolizei, servij kuzh ar Wehrmacht
- SS-Fallschirmjägerbataillon 500 a oa un unvez harzlammerien eus ar Waffen-SS implijet evit obererezhioù dañjerus a-dreñv al linenno stourm. Divizet e oa bet ouzhpennañ an izili SS pinijennet ha kondaonet. Un urzh gant an SS-FHA (penn uhel an SS) en devoa lakaet evel pal kaout un 50% eus an unvez savet gant emouestlidi unvezioù Waffen-SS, ar peurrest o vezañ soudarded eus batailhonoù-pinijenn.
- 36vet rann SS grenadennerien pe Batailhon Dirlewanger – Un unvez gwall vrudet renet gant Oskar Dirlewanger. Da gentañ holl e oa an izili soudarded kondaonet pe prizonidi brezel met goude-se e oant bet soubet gant torfedourien spontus (gwallerien, pedofiled, muntrerien ha tud a oa en em zifennet dirak al lez-varn evel tud troet da sot.
- Shtrafbat, batailhonoù-pinijenn renet gant an NKVD e-kerzh an Eil Brezel-bed