36vet rann SS grenadennerien

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Skoed-ardamez an unvez Dirlewanger, div grenadenn kroaziet.
Oskar Dirlewanger, penn an unvez.

Ar 36vet rann SS grenadennerien (Alamaneg: 36. Waffen-Grenadier-Division der SS), anvet ivez SS-Sturmbrigade Dirlewanger (1944), pe Dirlewanger Brigade, a oa un unvez eus ar Waffen-SS e-pad an Eil Brezel-bed. An izili a oa da gentañ bigrierien a oa da vezañ implijet a-enep ar bartizaned e Polonia ha war Talbenn ar Reter. Dre ma oa uhel ar c'holloù e voe lakaet eno an torfedourien, ar pal a oa gwelet anezho o vervel war an talbenn. Penn ar rann SS a oa Oskar Dirlewanger. Graet e oa obererezhioù Bandenbekämpfung (stourm enep an dorfedourien) eus ar stourm sevenet gant an divizion-se. En gwirionez troet da sot dre ma oa berr ar vuhez er rann SS, an izili a voe brudet dre an torfedoù lies ha garv sevenet ganto: palforzhioù diniver, laeroñsi, muntr trevourien, yuzevien ha prizonidi brezel, jahinerezh.

An unvez-se a oa bet implijet e-pad ar gwashañ obererezhioù spontañ sevenet gant nerzhioù lu an Trede Reich. E-pad ar brezel war Talbenn ar Reter, Dirlewanger en devoa devet pe lakaet da zeviñ maouezed ha bugale, laosket trevourien da vervel dre an naon, betek laoskel chas da vezañ hanter marvet gant an naon ha leuskel anezho da lammañ war tud dizifenn.

Soudarded Dirlewanger e-pad Emsavadeg Warszawa

Roet e oa bet ivez dre an nerzh strychnine da yuzevien. E-pad ma oa unvez Dirlewanger e Bielorusia a oa en em ledet trouz an doareoù spouronus a oa ganto etrezek rannoù all ar Waffen-SS. Lies niver e oa bet pennoù uhel ar Werhmacht betek reoù an SS da c'houlenn ma vefe skarzhet eus an SS ha divodet e unvez muntrerien gwadus. Lod o devoa goulennet e vefent barnet ha fuzuilhet. en desped d'ar c'hlemmoù e oa gwarezet Dirlewanger gant pennoù uhel eus ar strollad Nazi ha bewech ma save re a drouz e oa fiñvet ar rann SS pelloc'h.

Lazhadeg Wola e-pad Emsavadeg Warszawa, korfoù trevourien lazhadeget gant an SS.

Unan eus torfedoù brasañ an Dirlewanger Brigade a oa bet peurzistrujadenn Warszawa, o kemer perzh e lazhadeg tro ~100 000 anneziad eus ar gêrbenn polonat gant sikour (hag o keveziñ) ar Vrigadenn Kaminski. Implijet e oant bet ivez evit mougañ er gwad an emsav broadelour slovakian e 1944. Strollad torfedourien Dirlewanger dre e obererezhioù garv a rae aon da soudarded all ar Waffen-SS betek reoù an SS-Führungshauptamt (Pennoù meur milourel an SS). Deuet e oant a-benn da gaout ar brud spontusañ warno. Ne zegasent nemet kasoni eus perzh enebourien an Trede Reich met ivez eus perzh an nerzhioù lu all alaman pe harperien Alamagn.