Ernst Jünger
Ernst Jünger | |
---|---|
![]() | |
Ganedigezh | 29 a viz Meurzh 1895 e Heidelberg |
Marv | 17 a viz C'hwevrer 1998 e Riedlingen |
Yezh skrivañ | alamaneg |
Luskad lennegel | Dispac'h mirour |
Oberennoù pennañ | |
In Stahlgewittern, Auf den Marmorklippen | |
kemmañ ![]() |
Ernst Jünger (29 a viz Meurzh 1895 e Heidelberg - 17 a viz C'hwevrer 1998 e Riedlingen) a oa ur skrivagner alaman. Brudet eo dre e romantoù, hag ivez dre ma en deus kemeret perzh en daou vrezel bed : er fozioù-difenn e-pad ar Brezel bed kentañ, hag evel ofiser-alouber e Pariz e-pad an eil . Evel skrivagner eo bet brudet gant In Stahlgewittern, embannet e 1920. Ennañ e kont e eñvorennoù eus ar Brezel-bed kentañ. A-hed e vuhez e lakaas embann meur a romant, un deizlevr (bloavezhioù 1939-1948 ha 1965-1996) hag arnodadennoù. Auf den Marmorklippen eo e levr brudetañ.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yaouankiz, Brezel bed kentañ hag In Stahlgewittern[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bugel henañ ur familh a bemp bugel e oa Ernst Jünger. A-hed e vuhez en doe darempredoù mat-tre gant e vreur, Friedrich Georg Jünger e anv. Goude bezañ bet skorer Viktor Meyer er skol-veur e teuas o zad da vezañ kimiour hag apotiker. Ernst en doe poan o toujañ da reolenn ar skol, ha da 16 vloaz ec'h emezelas er strollad Wandervogel[1]. Pa oa 17 vloaz e tec'has kuit hag ec'h emouestlas el lejion estren gall. Ar pennad-se e us e vuhez a gont en e levr Afrikanische Spiele bet embannet e 1936.
Kerkent hag embannet an engalvadeg gant an impalaer Gwilherm II (miz Eost 1914) en em ginnigas Ernst Jünger. Evel lod brasañ e genvroidi e voe entanet o kemer perzh er Brezel bed kentañ. 14 gwech e voe gloazet hag un nebeud sizhunvezhioù a-raok fin ar brezel e voe roetd ezhañ medalenn bouezusañ Alamagn, hini an dellid.
Ar pezh a c'hoarvezas dezhañ er fozioù-difenn a gontas en e levr In Stahlgewittern hag a embannas diwar e gont e 1920, diwar ali e dad[2]. Ennañ e kont an darvoudoù start a welas, hag ivez pegen boemet e voe gant an emgannoù. Berzh a reas al levr, hag hiziv an deiz c'hoazh ez eo e levr lennet ar muiañ. André Gide a skrivas: «Levr Ernst Jünger diwar-benn Brezel 14, In Stahlgewittern, eo sur-mat al levr brezel bravañ am eus bet tro da lenn. A feiz vat, onest ha gwirheñvel eo»[3].
E 1922 e skrivas Der Kampf als inneres Erlebnis. Ul levr ennañ ur meskaj romant hag arnodadenn eo, dre ma kaver ennañ e eñvorennoù brezel, ar pezh a c'houzañvas ar soudarded a oa er fozioù-difenn, hag e soñjoù politikel ha prederouriezhel war ar beoc'hgarouriezh hag ar galonegezh.
Maget e voe preder istorel ha politikel Jünger diwar-benn stad Alamagn goude an drec'hididgezh gant ar pezh en doa bevet e-pad ar brezel. Perzh a gemere er Kriegsideologie, ul luskad a voe anezhañ da vare Republik Weimar[4],[5].
Etre an daou Vrezel-bed : broadelouriezh ha dispac'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Goude an drec'hidigezh e voe disoudardet hag e labouras e-pad ur pennad e ministrerezh ar Reichswehr e Hannover. Dornlevrioù a servije da droadeien a voe skrivet gantañ. D'an 31 a viz Eost 1923 e kuitaas an arme hag e krogas e studioù war skiantoù ar vuhez hag an amprevanoniezh e Leipzig. Kentelioù prederouriezh Hans Driesch ha Felix Krüger a heulias ivez, ha lenn a reas kalz, oberennoù Friedrich Nietzsche hag Oswald Spengler e-touez re all. Meur a veaj studi diwar-benn al loenoniezh a reas da Napoli, unan anezho etre miz C'hwevrer ha miz Ebrel 1925. Ar skol-veur a guitaas d'ar 26 a viz Mae 1926 hag en em stalias evel skrivagner war e gont ha kazetenner war ar politikerezh. Skrivañ a reas neuze «ouzhpenn kant pennad»[6] e kazetennoù broadelour. Daremprediñ a reas ivez tud mennozhioù broadelour ha dispac'hour ganto, ul luskad zo anavezet Dispac'h mirelour Weimar[7]. Daremprediñ a reas Otto Strasser hag Erich Mühsam ha tostaat a reas ouzh Ernst Niekisch, hag eñ kealoniour pennañ ar broadelouriezh-bolchevouriezh. Brudet e teuas da vezañ e-touez ar gefredourien vroadelour. E 1932 e teuas er-maez Der Arbeiter, ma kan Jünger meuleudi d'ar Stad, ha d'an teknik evel doare da entanañ an dud. Walter Benjamin a soñje dezhañ e oa Jünger «sevener feal ha faskour brezel ar renkadoù »[8].
Da vare an Trede Reich hag an Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An Nazied a glaskas lakaat anezhañ da sevel a-du ganto, dre ma oa brudet a-drugarez d'e skridoù ha peogwir en doa brezelet e-pad ar Brezel bed kentañ. Met nac'h a reas Jünger, hag e roas e zilez eus e glub ennañ brezelerien gozh pa ouezas e oa bet skarzhet ar yuzevien diouzh ar c'hlub-se. Azalek miz Ebrel 1933 e voe furchet e di gant izili Gestapo ha spiet e voe. D'an 18 a viz Du 1933 e nac'has bezañ ezel eus akademiezh alaman al lennegezh, daoust ma oa bet dilennet enni d'an 9 a viz Even[9]. Berlin a guitaas, hag ez eas da Goslar. E 1936 e tivizas mont da chom war ar maez : da gentañ en Überlingen ha goude-se e Kirchhorst. Er bloavzhioù da-heul e reas meur a veaj da Norvegia, Brazil, Frañs, Enez Rodos.
E 1939 e teuas er-maez Auf den Marmorklippen hag a vez gwelet peurliesañ evel e bennoberenn. Ur skeudennadur a-enep ar varbarelezh hag an diktatouriezh a gaver er romant-se, ha gwelet eo bet evel un doare da stourm a-enep an naziegezh. En arvar e voe e vuhez azalek ar mare ma voe embannet ar romant, hag ar Reichsleiter Philipp Bouhler a c'houlennas gant Hitler ma vefe graet un dra bennak a-enep da Jünger, met ne c'hoarvezas netra dre ma touje Hitler ouzh Jünger abalamour m' en doa brezelet e 1914-18, bet en doa bet medalenn an dellid hag abalamour m'en doa skrivet danevelloù brezel ivez[10].
Jünger a voe engalvet er Wehrmacht d'an 30 a viz Eost 1939. Kabiten e oa e renk. Kemer a reas perzh e emgann Frañs ha goude trec'h an alamaned e voe degemeret e-touez ar pennoù-bras a oa e Pariz a-drugarez da Hans Speidel. Roet e voe ur burev dezhañ en ostaleri «Majestic». E amzer vak a gasas o skrivañ e zeizlevr brezel hag an arnodadenn Der Friede (Ar peoc'h, kroget azalek an diskar-amzer 1940).
En e zeizlevrioù e lenner pegen spontet e oa gant ar pezh a c'hoarveze en Alamagn, hag ar c'has en doa ouzh Hitler (anavezet Kniebolo gantañ) hag ouzh ar re a save a-du gantañ (a rae semeilhoù anezho). Lenn a reer ivez en doa mezh pa wele yuzevien rediet da ziskouez ur steredenn velen : «Neuze en em santan heuget pa welan unwiskoù, skoazgennoù, medalennoù, armoù, kement tra a lufre hag a blije din[11].»
Daremprediñ a reas Erwin Rommel. Chom a reas hep kemer perzh ne gemeras ket perzh en irienn ("Taol Walkyrie") a-enep Hitler aozet d'an 20 a viz Gouere 1944, met kalz tud a soñjas dezho, ha gant gwir abeg, e oueze e vefe eus an taol. «Biken ne c'hallin en em frealziñ dre ma tevis goude an 20 a viz Gouere an deizlevr a skriven d'ar mare-se» a skrivas d'ar 25 a viz Mae 1988[12]. Disoudardet e voe ha distreiñ a reas da Alamagn e-pad an hañv 1944. Lakaet e voe e penn ur strollad Volkssturm ha pa zegouezhas soudarded saoz hag amerikan e c'houlennas digant izili e vagad chom hep stourm.
D'an 29 a viz Du 1944 e voe lazhet e vab, hag a oa 18 vloaz, en Italia, e menezioù Carrare. «Abaoe e vugaleaj en doa strivet da heuliañ roudoù e dad. Hag amañ, d'an taol kentañ, e teu a-benn gwelloc'h evitañ, mont a ra dreistañ da vat.»[13]
Goude an Eil Brezel bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Goude ma vije bet trec'het Alamagn e voe difennet outañ embann levrioù e-pad pevar bloaz, dre m'en doa nac'het bezañ dinaziet. Eus 1950 betek e varv d'ar 17 a viz C'hwevrer 1998, edo o chom e Wilflingen, ur gêriadenn vihan e Schwaben. Er bed a-bezh e veajas a-benn pleustriñ war an amprevanoniezh[14]. Un nebeud c'hwiled ha balafenned a zo bet gouestlet dezhañ[15].
Daoust ma oa bet gwelet evel un den eus an tu-dehou broadelour er bloavezhioù 1930 e teuas da vezañ hiniennour hag ae-enep d'ar Stad goude 1945 evel ma c'haller lenn e-barzh an arnodadenn Der Waldgänger (1951) hag er romant Eumeswill (1977).
Niverus a voe ar breutadegoù diwar e benn en Alamagn goude ar brezel. Peurliesañ e veze lakaet ar gaoz war ar pennadoù en doa lakaet embannet e kazetennoù broadelour er bloavezhioù 1920 ha 1930, hag en em c'houlenn a rae an dud hag-eñ en doa bet ul levezon war pennoù-bras ar strollad nazi ha war ar fed o doa tapet ar galloud e 1933. Ar breutadegoù-se a voe diazezet dreist-holl war danvez e arnodadenn Der Arbeiter bet embannet e 1932. E 1982 e savas reuz en Alamagn pa voe roet priz Goethe dezhañ. Lidoù ofisiel a voe aozet koulskoude pa lidas e 100 vloaz e 1995.
Unan eus ar skrivagnerien nemeto o deus gouestlet oberennoù d'ar vezvidigezh dre vras eo, pe e vefe hini an drammoù (ether, kannab, opiom, kokain, LSD...) pe hini an evajoù (bier, gwin, te). Mezvidigezh a dalvez amañ kement hag degas kemmoù d'ar skiantoù ha d'an doare da veizañ an amzer. Ar pezh a c'haorvezas gantañ pa dapas dramm a zo kontet en e arnodadenn Annäherungen, Drogen und Rausch (1970), hag a denn da Du vin et du haschisch gant Charles Baudelaire. D'ar 26 a viz Gwengolo 1996 e kemmas kredenn hag e teuas da vezañ katolik.
E oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E-keit ma oa bev Jünger e voe embannet div wech e oberenn glok. Ar wech kentañ e vo embannet dek levrenn etre 1960 ha 1965 gant Ernst Klett ( Gesammelte Werke). An eil hini a oa 18 levrenn anezhi, embannet etre 1978 ha 1983 gant an ti-embann Klett-Cotta (titl orin : Sämtliche Werke)[16]. Ne oa ket embannadurioù ken klok a se, dre ma ne oa enno hini ebet eus ar pennadoù skrivet gantañ er c'hazetennoù etre 1920 ha 1933[17]. Kinniget e voent e 2002 gant S. O. Berggötz dindan an titl Politische Publizistik, embannet gant Klett-Cotta. E « zeizlevrioù brezel » e div levrenn (levrenn I (1914-1918), levrenn II (1939-1948), a voe embannet e Frañs e miz C'hwevrer 2008 en dastumad Bibliothèque de la Pléiade[18].
Romantoù ha danevelloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- In Stahlgewittern - 1920
- Der Kampf als inneres Erlebnis - 1922
- Sturm - 1923
- Feuer und Blut. Ein kleiner Ausshmitt aus einer grossen Schlacht -1925
- Das abenteuerliche Herz - 1929
- Afrikanische Spiele - 1936
- Auf den Marmorklippen - 1939
- Heliopolis - 1949
- Besuch auf Godenholm - 1952
- Gläserne Bienen - 1957
- San Pietro 1957
- Serpentara 1957
- Die Zwille - 1973
- Eumeswil - 1977
- Aladins Problem - 1983
- Sp. R. - Drei Schulwege - 2003
Arnodadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Der Arbeiter - 1931
- Der Friede - 1946
- Der Waldgänger - 1951
- Der Gordische Knoten - 1953
- Das Sanduhrbuch - 1954
- Mantrana, Einladung zu einem Spiel - 1958
- An der Zeitmauer - 1959
- Der Weltstaat - 1960
- Subtile Jagden - 1967
- Annäherungen, Drogen und Rausch - 1970
- Autor und Autorschaft - 1982
- Die Schere - 1990
Deizlevrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Strahlungen - 1949
- Siebzig verweht - 1977
- Siebzig verweht I - deizlevr 1965-1970
- Siebzig verweht II – deizlevr 1971-1980
- Siebzig verweht III – deizlevr 1981-1985
- Siebzig verweht IV – deizlevr 1986-1990
- Siebzig verweht V – deizlevr 1991-1996
Goude e varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Un takson-plant hag un ugent takson-loen a zo bet gouestlet da Jünger[19].
- Bep bloaz e vez roet priz Ernst-Jünger e land Baden-Württemberg. Ur priz a dalvez da c'hoprañ an enklaskoù amprevanoniezh eo.
- E land Baden-Württemberg e vez roet ivez ur yalc'had-studi, anvet yalc'had Ernst-Jünger, d'ar re a ra enklaskoù war dachenn skiantoù mab-den.
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Studiadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Umm-El-Banine Assadoulaeff, Ernst Jünger aux faces multiples, L'Âge d'Homme, 1989, (ISBN 978-2825123386).
- Philippe Barthelet (dir), Ernst Jünger, L'Âge d'Homme, dastumad Les Dossiers H, 2000, 591 p, (ISBN 2-8251-1425-1).
- Danièle Beltran-Vidal, Chaos et renaissance dans l'œuvre d'Ernst Jünger, Peter Lang, 1995, 388 pajenn, (ISBN 3-906753-71-9).
- Jean-Luc Evard, Ernst Jünger - autorité et domination, L'Éclat, 2004, (ISBN 9782841620906).
- Isabelle Grazioli-Rozet, Ernst Jünger, Pardès, collection Qui-suis je ?, 2007, 127 pajenn, (ISBN 978-2867143588).
- Julien Hervier, Deux individus contre l'histoire : Pierre Drieu La Rochelle et Ernst Jünger, Klincksieck, 1990.
- Helmuth Kiesel, Ernst Jünger, Siedler, 2007
- Jean-Michel Palmier, Ernst Jünger - Rêveries sur un chasseur de cicindèles, Hachette, 1995, 236 p, (ISBN 978-2012351837).
- Heimo Schwilk, Ernst Jünger - Ein Jahrhundertleben, Piper Verlag GmbH, 2007
- Frédéric de Towarnicki, Ernst Jünger - Récit d'un passeur de siècle, Editions du Rocher, 2000.
- Michel Vanoosthuyse, Fascisme et littérature pure, la fabrique d'Ernst Jünger, Agone, 2005, 330 p, (ISBN 2-7489-0042-1)
Kelaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- La Table ronde, Cahier Ernst Jünger, goañv 1976.
- L'Œil de bœuf numéro 5/6, Ernst Jünger, miz Kerzu 1994.
- Alain de Benoist (éd.), Revue nouvelle école niv. 48, Le Labyrinthe, 1996.
- Auguste Francotte, Ernst Jünger ou l’entomologiste écrivain, Lambillionea, niv. ispisial 1998 : 48 p.
- Centre de Recherche et de Documentation Ernst Jünger (CERDEJ) animé par Danièle Beltran-Vidal. Publication annuelle du CERDEJ : Les Carnets Ernst Jünger. Dek levrenn embannet etre 1996 ha 2005.
Pennadoù-kaoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Julien Hervier, Entretiens avec Ernst Jünger, Gallimard, Arcades, 1986, 168 p, (ISBN 9782070706877).
- Antonio Gnoli ha Franco Volpi, Les prochains titans, Grasset et Fasquelle, 1998, 160 p, (ISBN 9782246572114).
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ernst Junger ha NSDAP
- Mirdi Ernst Jünger e Wilflingen
- Ernst Jünger er cyberspace
- « L'image d'Ernst Jünger en France : un débat toujours actuel », testenn gant Julien Hervier, 1998
- pennad e-barzh l'Humanité (J.-P. Leonardini)
- Dastumad testennoù diwar-benn Ernst Jünger
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Wandervogel gant Hans Blüher, unan eus krouerien ar strollad, gant ul lizher gant Ernst Jünger, 1994.
- ↑ Julien Hervier, Entretiens avec Ernst Jünger, Gallimard, 1986, p. 26.
- ↑ André Gide, Journal, Gallimard, Bibliothèque de la Pléiade, t. II : 1926-1950, p. 848. >Gweout ivez lizheroù ha barzhonegoù brezel Walter Flex (Der Wanderer zwischen beiden Welten, ur meneg d'ar Wandervogel), hag a voe lennet kalz goude trec'hidigezh Alamagn sellout ouzh Walter Flex: une éthique du sacrifice. Peurliesañ e vez meneget Im Westen nichts Neues skrivet gant ar peoc'hgarour Erich Maria Remarque, rak disheñvel a-grenn diouzh oberenn Jünger eo sellout ouzh Réflexion
- ↑ Servanne Jollivet, « De la guerre au polemos : le destin tragique de l’être », Astérion, Niv. 3, miz Gwengolo 2005. Lenn enlinenn
- ↑ Massimiliano Guareschi et Maurizio Guerri, « La métamorphose du guerrier », Cultures & Conflits, 67, diskar-amzer 2007. Lenn enlinenn
- ↑ Louis Dupeux, « Ernst Jünger, du nationalisme absolu à la gnose totalitaire de l’Arbeiter (1925-1932) » in Philippe Barthelet (dir), Ernst Jünger, L'Âge d'Homme, dastumad Les Dossiers H, 2000, p. 287.
- ↑ Gwelout « Le néo-nationalisme et l'évolution des idées politiques d'Ernst Jünger » in Louis Dupeux, Stratégie communiste et dynamique conservatrice. Essai sur les différents sens de l'expression « National-bolchevisme » en Allemagne, sous la République de Weimar (1919-1933), (Lille, Service de reproduction des thèses de l'Université) Pariz, Librairie Honoré Champion, 1976, p 309-333.
- ↑ Michel Izard, « Un moment de la conscience européenne», Terrain, Niv. 17 - En Europe, les nations (miz Here 1991). Lenn enlinenn
- ↑ Alain de Benoist, Ernst Jünger, une bio-bibliographie, Guy Trédaniel, 1997, p. 23.
- ↑ Julien Hervier, Entretiens avec Ernst Jünger, Gallimard, 1986, p. 91.
- ↑ Hédi Kaddour, "Ernst Jünger, guerrier appliqué," Le Monde des Livres, 21 a viz Meurzh 2008, p. 3
- ↑ Ernst Jünger, Siebzig verweht IV - 1986-1990, Gallimard, p. 305.
- ↑ Eil deizlevr e Pariz, deizlevr III 1943-1945, Le livre de poche, p 394.
- ↑ Jean-Michel Palmier en e levr Ernst Jünger, rêveries sur un chasseur de cicindèles : "Biskoazh ne welis aozer’In Stahlgewittern o tiskouez e vedalennoù. Met mousc'hoarzh an den a ziskoueze una eus e gartoñsoù gwerennet ma veze renket rummadoù c'hwiled-du hag amprevaned all a oa heñvel ouzh hini ur bugel o tiskouez e deñzorioù ", p. 148 et 149
- ↑ Le papillon Trachydora juengeri et la cicindèle Cicendela juengeri. Jean-Michel Palmier, op. cit. p. 149
- ↑ Sämtliche Werke, lec'hienn Klett-Cotta
- ↑ En alamaneg ez eo levr Nicolai Riedel, Ernst Jünger – Bibliographie 1928-2002, Stuttgart, J.B. Metzler, 2003, an hini klokañ diwar-benn Jünger.
- ↑ Ur c'hazetenner eus l'Express a skrivas neuze diwar-benn Jünger : cet auteur controversé, alors que des géants comme Thomas Mann, Robert Musil ou Joseph Roth […] restent encore à la porte de ce panthéon des lettres. In Dufay, F. (14-20 a viz C'hwevrer 2008). Ernst Jünger. Un occupant si korrekt. L'Express, 2954. p.108-110.
- ↑ Listenn savet gant Auguste Francotte in Philippe Barthelet (dir), Ernst Jünger, L'Âge d'Homme, collection Les Dossiers H, p. 222-223.