Stalingrad (film, 2001)
- Evit implijoù all, gwelet Stalingrad (disheñvelout).
Titl | Enemy at the Gates |
---|---|
Diazezet war | Enemy at the Gates: The Battle for Stalingrad |
Danvez pennañ | Eil Brezel-bed, emgann Stalingrad |
Tachenn | film brezel, film karantez, film dramael, film birvidik, film based on book |
Bro orin | Frañs, Alamagn, Stadoù-Unanet, Rouantelezh-Unanet, Iwerzhon |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg |
Deiziad embann | 15 Meu 2001, 16 Meu 2001, 30 Meu 2001, 2001 |
Sevener | Jean-Jacques Annaud |
Senarioour | Jean-Jacques Annaud, Alain Godard |
Rener ar skeudennaouiñ | Robert Fraisse |
Frammer filmoù | Noëlle Boisson |
Penn ar sevel kostumioù | Janty Yates |
Sonaozer | James Horner |
Produer | Jean-Jacques Annaud, John D. Schofield |
Embregerezh produiñ | Paramount Pictures |
Dasparzher | Pathé Distribution, UIP-Dunafilm |
Mare an oberenn | Bloavezhioù 1940, emgann Stalingrad |
Lec'h an istor | Volgograd |
Lec'h filmañ | Babelsberg Studio, Krampnitz, Rüdersdorf, Bavaria |
Liv | liv |
Notenn ar varnouriezh | 5.7/10, 53/100, 54% |
Bet kinniget evit | European Film Award - People's Choice Award for Best Director, Jameson People's Choice Award for Best Actor, Jameson People's Choice Award for Best Actress |
Diaz embann | video diwar c’houlenn |
Renkadur ar CNC | holl bublik |
Renkadur EIRIN film | PG12 |
Renkadur Filmiroda | Category III |
Renkadur FSK | FSK 16 |
Lec'hienn ofisiel | http://www.enemyatthegatesmovie.com/ |
Assessment | reverse Mako Mori test, Test Bechdel |
Renkadur Medierådet | For ages 15 and up |
Enemy at the Gates (Stalingrad e Bro-C'hall) zo ur film sevenet gant Jean-Jacques Annaud ha deuet eo-maez e 2001 er salioù-sinema[1].
Synospis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diazezet eo ar film war oberoù Vassili Grigorievitch Zaïtsev, ur soudard soviedel taolet e Emgann Stalingrad da vare an Eil Brezel-bed. Goude un dagadenn e-lec'h ma vez lazhet ar soudarded all en-dro dezhañ e kej gant Danilov, ur c'homiser politikel. An daou anezhe a zo kelc'hiet gant soudarded alaman, met savetaet int gant barregezhioù Zaitsev war an tennañ.
Dont a ra Zaitsev da vezañ ur sniper doujet gant ar Soviediz koulz hag an Alamaned. Lakaet e vez war-wel gant ar propaganda. Sikouret e vez gant Koulikov, un tenner koshoc'h gantañ skiant-prenet. Evit lazhañ anezhañ e kas an Alamaned ar major Erwin König, bet e penn ur skol sniperien en Alamagn. Un duvell a sav etre an daou denner evit lazhañ egile. En istor e kresk un istor karantez etre Zaitsev ha Tania Tchernova, ur soudardez all.
Gwirvoud istorel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Vassili Grigorievitch Zaïtsev a zo bet anezhañ evit gwir, ha kemeret en deus perzh e Emgann Stalingrad. Hervez en dije lazhet 225 ofisour ha soudard alaman eno, 11 tenner-resisted en o zouez, a-raok bezañ gloazet o vale war ur min e miz Genver 1943[2]. Ar peurrest eus an istor a zo faltaziek. Douetañs a zo war gwirvoud ar Major König, a c'hallje bezañ bet ijinet gant propaganda an URSS evit degas muioc'h a vrud c'hoazh da Zaitsev[3].
Armoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abalamour d'ar film bezañ savet tro-dro da istor sniperien e vez lakaet war-wel ennañ fuzuilhoù-resisted implijet da vare ar brezel : ar Mosin-Nagant 91/30 kemmet eus tu ar Soviediz, hag ar c'harabinennoù Mauser Karabiner 98k dibabet ha savet lunedennoù warne eus tu an Alamanted. Fazioù istorel a gaver er film memestra : ar Mosin-Nagant 91/30 PU a weler etre daouarn Vassili Zaitsev a grogas he froduiñ adalek miz Kerzu 1942, ha douetañs a zo e vije en em gavet war an talbenn etre daouarn an tenner soviedat a-raok ma vije gloazet e miz Genver 1943. Skeudennoù ar mare a daolenn anezhañ gant ar stumm 91/30 PEM eus ar fuzuilh, bet produet adalek 1936. Ur fazi all a zo da vare ar flashback a ziskouez Vassili Zaitsev o chaseal gant e dad-kozh pa oa pemp bloaz : implijout a reont ur Mosin-Nagant 91/30 PU kuzhet e reilh gant koad evit ezhommoù ar film, pa ne oa ket produet ar stumm-mañ er bloavezhioù 1920 c'hoazh[4].
Ar major faltaziek Erwin König a ra gant ur stumm Karabiner 98k produet adalek eil hanterenn 1943, da lavaret eo pell goude dibenn an emgannoù e Stalingrad. Kroazlin e lunedenn a zo disheñvel diouzh hini an dennerien soviedel, pa oa heñvel e gwirionez. Kement-mañ a c'hall bezañ bet graet evit sikour Yann arvester da gompren buanoc'h piv a vez o vukañ er film[4].
Fichenn deknik
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Titl orin : Enemy at the Gates
- Seveniñ : Jean-Jacques Annaud
- Senario : Jean-Jacques Annaud hag Alain Godard, diwar al levr Enemy at the gates: the battle of Stalingrad gant William Craig, embannet e 1973
- Sonerezh : James Horner
- Kinkladurioù : Wolf Kroeger
- Dilhad : Janty Yates
- Luc'hskeudennaouiñ : Robert Fraisse
- Frammañ : Noëlle Boisson, Humphrey Dixon
- Efedoù ispisial : John Evans
- Produiñ : Jean-Jacques Annaud, John D. Schofield
- Budged : 68 milion a zolaroù
- Bro : Frañs, Alamagn, Stadoù-Unanet Amerika, Iwerzhon, Rouantelezh-Unanet
- Yezhoù ar filmañ : saozneg, alamaneg ha rusianeg
- Doare : brezel
- Padelezh : 131 vunutenn
Aktourien bennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jude Law : Vassili Zaïtsev
- Rachel Weisz : Tania Tchernova
- Joseph Fiennes : ar c'homiser Danilov
- Bob Hoskins : Nikita Khrouchtchev
- Ed Harris : ar major Erwin König
- Ron Perlman : Koulikov
- Eva Mattes : an itron Filipova
- Gabriel Thomson : Sasha Filippov
- Matthias Habich : ar jeneral Friedrich Paulus
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Fichenn IMDb ar film (lennet d'ar 27/11/2024)
- ↑ (fr) GROSSMAN Vassili, Carnets de guerre 1941-1945, Calman-Lévy, 2023, 396 p.
- ↑ (en) MENDES Claudia, The truth about Erwin König sent to Stalingrad to take on the very effective soviet snipers, War History Online, 09/02/2019 (lennet d'ar 27/11/2024)
- ↑ 4,0 ha4,1 Hervez Ian Mc Collum, den arbennikaet war an armoù-tan istorel, war e chadenn Forgotten Weapons, Everything Wrong with the Sniper Rifles in "Enemy at the Gates”, 07/02/2024 (gwelet d'ar 27/11/2024)