Mont d’an endalc’had

Forgotten Weapons

Eus Wikipedia

Forgotten Weapons (Armoù disoñjet) eo anv ur blog ispisializet war an armoù (abaoe ar 17 a viz C'hwevrer 2009), hag ur chadenn YouTube krouet e miz Mae 2011 gant ar Stadunanad Ian McCollum. Enne e vez kinniget armoù-tan a bep seurt, kozh pe ral evit ar braz anezhe. Fonnus eo an niver a ditouroù hag a vunudoù a gaver er videoioù hag er pennadoù kinniget, ma vefe war orin, doare-sevel pe endro istorel an armoù. Choazet en deus e grouer chom hep lakaat ar gaoz war sujedoù politikel[1]. E miz Here 2024 e kinnige ar chadenn tro 3.500 video, ha 2,78 milion a dud a oa koumanantet dezhi[2].

Kudennoù endalc'had war YouTube

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel tud all hag a gustum embann danvez war an armoù-tan e lavar Ian McCollum eo diaes kompren ar reolennoù lakaet e plas gant YouTube adalek 2018 war sujedoù evel an armoù. A-wechoù e vez lammet ar videoioù pe nac'het paeañ o c'hrouerien[3].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) SUCIU Peter, How Videos About Old Firearms Became A Hit YouTube Channel, Forbes, 10/03/2020 (lennet d'ar 05/10/2024)
  2. Sifroù kavet war pajenn-degemer ar chadenn (05/10/2024)
  3. (en) TURTON William, Gun vloggers are flipping out at YouTube’s crackdown on their videos, Vice, 23/04/2018 (lennet d'ar 05/10/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan