Sophie Scholl

Korf-bras gant Wolfgang Eckert
Walhalla, 2003
Sophia Magdalena Scholl (Forchtenberg, 9 a viz Mae 1921 – München, 22 a viz C'hwevrer 1943) a oa ur stourmerez politikel alaman e-pad an Eil Brezel Bed, hag unan eus pennoù ar Rozenn Wenn (Die Weiße Rose), un aozadur da stourm a-enep an naziouriezh en Alamagn.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Evel an holl yaouankizoù e voe ret dezhi kemer perzh e kevredigezhioù yaouankiz. Gouzañv a rae dre ma veze krennet war ar frankiz da soñjal ha da gaout ur relijion. War-lerc'h he bachelouriezh e 1940 ez eas da ziwallerez bugale. Goude ma oa difennet kaout levrioù e « servijoù al labour » hag er « servij skoazell » e teuas a-benn, e 1940-41, da virout Kofesionoù sant Aogustin. Derc'hel soñj a reas eus ar frazenn : « Krouet omp bet ganit evit ma'z aimp davedout, hag ankeniet eo hon c'halonoù, ken na ziskuizho ennout. »[1]. Goude-se e stagas gant studioù bevoniezh ha prederouriezh e miz Mae 1942 e München.
Abalamour d'he deskadurezh katolik, d'an enebiezh krenn embannet gant he zad ouzh an naziouriezh, da skiant-prenet he breur, soudard ha studier war ar vezegiezh ha goude klañvgarrour en ospitalioù talbenn ar Reter, test eus ar varbariezh nazi e-keñver ar Yuzevien hag ar Rused, e tigoras he daoulagad war stad Alamagn.
Adalek miz Mezheven 1942 en em vodas gant he breur Hans ha Carl Muth, hag o sikour a reas da embann ha da skignañ traktoù a-enep ar renad nazi hag ar brezel. Teurel traktoù a reas e porzh diabarzh skol-veur München ha diskuliet e voe d'ar Gestapo gant porzhier ar skol-veur. Harzet e voe Sophie hag he breur d'an 18 a viz C'hwevrer 1943 ha kaset dirak ar Volksgerichtshof, Lez-varn ar Bobl. Kondaonet e voe d'ar marv goude ur vreutadeg teir eurvezh hepken.
Roland Freisler, penn Lez-varn ar Bobl, deuet eus Berlin, a lennas ar varnidigezh, roet abalamour d'an « trubarderezh, gwallbropaganda, kenwallerezh gant an enebourien, fallgaloniñ an armeoù ».
Dibennet e voe d'an 22 a viz C'hwevrer 1943 e München, daoust d'al lezenn a embanne splann e ranked gortoz 99 devezh a-raok lakaat un den d'ar marv goude bout kondaonet. Kalonek e tiskouezas bezañ en deiz-se, hervez testeni gwarded an toull-bac'h.
Beziet e voe er vered damdost da goadeg Perlach, e-kichen he breur Hans ha Christoph Probst, a oa bet lazhet en deiz-se end-eeun.
Un toullad deizioù war-lerc'h he marv e voe kanet meuleudi dezhi gant Thomas Mann er BBC.

Abaoe o marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pa gouezhas Moger Berlin e 1989 e voe digoret an dielloù kozh er vro a oa bet Alamagn ar Reter ha kavet e voe danevellskridoù ar Gestapo eus abadennoù goulennata an daou yaouank.
- En Alamagn ez eus bet lakaet un toullad mat a skolioù en anv Sophie ha Hans Scholl.
- Ur priz lennegel zo ivez en o anv en Alamagn.
- Sophie Scholl - Die letzten Tage ("Sophie Scholl - An devezhioù diwezhañ") zo ur film alaman bet sevenet e 2005 gant Marc Rothemund ha Fred Breinersdorfer[2].
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (fr) Didier Chauvet, Sophie Scholl, une résistante allemande face au nazisme, L'Harmattan, 2004 (ISBN 978-2-7475-7507-2)
- (fr) Carole Bitoune, La révolte au féminin : portraits de femmes exemplaires, Hugo et Compagnie, 2007, (ISBN 978-2-7556-0154-1).
- (fr) Inge Scholl, La Rose Blanche : six Allemands contre le nazisme, Éditions de Minuit, 2013 (ISBN 978-2-7073-2694-2) – C'hoar Sophie ha Hans eo Inge.
Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ (fr) Inge Scholl, La Rose blanche, Éditions de Minuit, p. 48 (ISBN 978-2-7073-2051-3)
- ↑ (en) Internet Movie Database