Mont d’an endalc’had

Hans Scholl

Eus Wikipedia

Hans Scholl a zo bet ganet d’an 22 a viz Gwengolo 1918 en Ingersheim (Crailsheim), Alamagn ha lakaet d’ar marv d’an 22 a viz C’hwevrer 1943 e München. Ur stourmer politikel alaman e-pad an Eil Brezel Bed, hag unan eus pennoù Ar Rozenn Wenn (alamaneg : die Weiße Rose) e oa.


E-giz holl dud yaouank Alamagn er bloavezhioù 1930 e rankas kemer perzh e kevredigezhioù evit ar yaouankiz (Bündische Jugend). E dibenn 1937 e voe harzet gant ar Gestapo ha toullbac’het e-pad un nebeud sizhunvezhioù. E-kerzh ar goañv 1939 e stagas gant e studioù medisinerezh e München, adalek 1940 e kendalc’has gant e studioù, evel soudard ezel eus ur strollad studierien. Etre ar goañv 1941 hag an hañv 1942 e voe e darempred gant Carl Muth. Adalek an hañv 1942, e lakaas embann traktoù kentañ Ar Rozenn Wenn. D’an 22 a viz Even 1942 e voe kaset da dalbenn ar Reter, eno e reas e goñje evel klañvdiour en arme. Harzet e voe, asambles gant e c’hoar Sophie d’an 18 a viz C’hwevrer 1943 e skol-veur München, goude bezañ bet gwelet o skignañ traktoù gant porzhier ar skol-veur. Barnet e voe gant ar «Volksgerichtshof» («Lez-varn ar bobl»), hag e nac’has dinac’h e vennozhioù politikel. An deiz a-raok bezañ lakaet d’ar marv e lavaras d’ar barner Roland Freisler, (penndamaller nazi): « Hiziv e lazhit ac’hanomp, a-benn warc’hoazh e viot en hol lec'h ». D’an 22 a viz C’hwevrer 1943 e voe kondaonet d’ar marv ha dibennet e toull-bac’h Stadelheim, nepell eus München, un nebeud eurvezhioù goude ma vefe bet dibennet e c’hoar, daoust d'al lezenn a embanne splann e ranked gortoz 99 deiz a-raok lakaat un den d'ar marv goude ma vije bet kondaonet.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Hans et Sophie Scholl : Lettres et carnets, troet e galleg ha kinniget gant Pierre-Emmanuel Dauzat, embannet gant Tallandier (2008)