Seth
Seth | ||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Doueed egipt | ||||||||
Elfennoù | ||||||||
Anv(ioù) all | « Doue-Ruz » Doue « Bras dre e nerzh » (ˁȝ phty), Set, Soutekh | |||||||
Anv dre ar skritur kozh |
| |||||||
pe | ||||||||
| ||||||||
pe | ||||||||
| ||||||||
Treuskrid | Swtḫ | |||||||
Karg kentañ | Doue an Desert | |||||||
Eil karg | Doue ar reuz, an dizurzh | |||||||
Doare Skeudenniñ | Hoc'h-douar pe Aourgi | |||||||
Eil lodenn | Bata | |||||||
Azeul | ||||||||
Lec'h azeuliñ | Henegipt | |||||||
Templ | Ombos ha Avaris | |||||||
Lec'hioù penn oferennañ | Ombos ha Avaris | |||||||
Familh | ||||||||
Tad | Geb | |||||||
Mamm | Nout | |||||||
Breur ha c'hoar | Osiris, Isis ha Nephtys | |||||||
Kentañ pried | Nephtys | |||||||
Eil pried | Neith, Anat, Astarte | |||||||
- Bugale | Anubis, Oupouaout, Sobek | |||||||
Arouezioù | ||||||||
Loen | Loen Seth | |||||||
Liv(ioù) | Du ha Ruz |
Seth e oa doue an dezerzh, an arnev, an dizurzh hag ar broioù estren e relijion Henegipt.
Tres arouezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Loen Seth
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stumm loenek Seth en deus souezhet an enklaskerien abaoe penn-kentañ an egiptologiezh. Jean-François Champollion (1790-1832), Ippolito Rosellini (1800-1843) ha Karl Richard Lepsius (1810-1884) a soñje dezho e oa ul loen faltaziek. Gant egiptologourien all war o lerc'h ez eus bet klasket resisoc'h peseurt loen e oa. Al loen-se a zo skeudennet evel ur c'hi treut abaoe an trede tiernezh. E voj a zo hir ha kamm, hag e divskouarn eeun ha troc'het, disheñvel diouzh al loened gouez anavezet. E lost a vez bepred savet, memes pa vez azezet pe gourvezet war e gof. A-dreuz an amzer eo bet anavezet al loen evel un azen, un oriks, un antilopenn, ul levran, ul louarn-traezh, ur jerboaz, ur c'hañval, un okapi, un orikterop, ur jirafenn, un [[tapir], ur gad hag all... Bez' ez eo bet kustum egiptologed evel an Alamaned Ludwig Borchardt (1863-1938) ha Günther Roeder (1881-1966) lâret e oa ul loen ijinet. Titouroù a c'hallfe prouiñ e oa ul loen faltaziek evit Henegiptiz zoken. En ur bez eus ar rouantelezh krenn e Beni Hassan e weler loened an dezerzh e-pad ur prantad chase. Al loen Seth anveet Sha, a zo heuliet gant ur c'hi, ur falc'hun e benn dezhañ, hag un eil ki un naer e benn dezhañ. Hiriv an deiz e vez arguzennet c'hoazh da c'houzout petra eo al loen-se[1].
Seth an hoc'h-douar ?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pierre Maret, enklasker war an denoniezh hag an arkeologiezh en [[Afrika}}, a anzavas e 2005 e oa al loen Seth ur meskaj faltaziek, padal e seblante bezañ bet krouet diwar an hoc'h-douar, a zo ur bronneg digenvez ha turier a-feson hag a vev diouzh noz. Merien-gwenn dreist-holl a vez debret gantañ, koulz ha poupennoù ha struzh, kokombrez gouez en o zouez. Ul lonker eo hag a c'hall bezañ e bouez etre daou-ugent ha kant kilogram hervez ar c'houlzad bloaz. Hanter-dall eo, c'hwesha a ra gwelloc'h evit ur c'hi, trouzus-tre eo pa vez o fronal war lec'h e voued. Gourlammat a ra en un doare souezhus ; pa vez gloazet pe spouronet e harz evel ur bleiz-broc'h. Kerzhout a ra un tammig evel an hoc'heged, o vont a dreuz a-frapadoù, gant soroc'hadennoù reoliek[2].
Hiriv an deiz ne vez gwelet anezho ken nemet en Afrika issahara. E traoñienn an Nil ne vez ket kavet anezhañ a-raok kreisteiz Soudan. N'eus ket bet kavet aspadennoù (eskern...) al loen tro-dro da lec'hioù enklask egiptek gant paleontologourien, padal ez eo kredus e vije bet anavezet al loen-mañ gant Egiptiz ar prantad raktierniezh, dreist-holl reoù Gorre Egipt. Reizh a-walc'h e vez gwelet skeudennet ouzh podoù eus prantadoù Nagada II (3500-3300 kent J.-K.) ha Nagada III (3300-3100 kent J.-K.). Mont a ra diwar wel goude ar mareoù-se, daoust da gemmoù an hin, a lakaas ar Sahara da lonkañ tamm-ha-tamm ar savanenn.
Ar skeudennoù kentañ graet eus al loen Seth a zeu eus an Tiernezh 0. Ouzh bazh-roue Serkhet II e weler ul loen tagos, gant pavioù berr ha skilfek, ur mell lost savet, ur penn hir gant divskouarn kement-mañ hag ur moj pemoc'h. Ar skeudenn-se a zo moarvat tennet eus an hoc'h-douar. A-dreuz an amzer e voe kemmet stumm al loen Seth. Er Rouantelezh Krenn, hiraet ha brasaet eo bet e gorf, treutoc'h eo deuet da vezañ, e benn zo cheñchet ivez. Er prantad Ramseseg (XIXvet ha XXvet tiernezh) ez eo bet awenet moarvat gant un hoc'h-douar tresadenn Seth ouzh sol steredoniel bez Seti Iañ. Marteze en doa ar faraon un orikterop doñv kaset deus Nubia.
Mojennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammet eo Seth ouzh div vojenn veur. Kemer a ra perzh e mojenn Heliopolis, gant e dad-kuñv Ra. Un doue mat eo. Arouez an nerzh hag ar startijenn eo, difenn a ra bag an heol a-enep Apofis, an naer zrouk a vez o klask lazhañ Ra bemnoz. Hennezh eo ar vojenn bennañ ma vez Seth un doue mat. E mojenn Osiris, drouklazhet eo hennezh gant Seth, a zo mennet da ren en e lerc'h. Un emgann hêrezh zo etre Seth ha Horus (mab Osiris), sikouret gant Isis e vamm. Barnet eo an hêrezh gant an doueed ha dibabet eo Horus a-benn ar fin. Er vojenn-mañ, Ra a zifenn Seth hag a zo c'hoazh liammet outañ a-fed arouez.
Ganedigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Seth, mab Nout
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus an doaereennoù paotañ evit Seth abaoe deroù sevenadur Henegipt eo "Mab Nout". An droadell-se zo implijet hep titouroù all, hag anavezet eo evit bezañ heñvelster gant Seth. Morse ne vez klevet komz eus fealded pe eus karantez etrezo. Seth ha Nout a zo daou a-douez nav doue krouidigezh ar bed en Heliopolis, gant Atoum doue krouer ar bed, Chou ha Tefnout(an aer sec'h ha gleb), Geb ha Nout(al leur/douar hag an oabl) hag ar pevar gevell Osiris, Isis, Seth ha Nephtis. Chou ha Neftout a zo ganet eus red-sper Atoum en e zorn. Eus ar re-se e teuas Geb ha Nout, kerent ar pevar diwezhañ. Dizurzhiet eo doare reoliek krouiñ gant ganedigezh Seth. Hervez un destenn diwar ar mitologiezh egiptek skrivet en IIvet kantved gant ar Gresian Ploutarc'hos, Seth, anavezet evel Tifon, a zo ganet an trede eus ar pemp devezh epagomen :
« D'an trede deiz e teuas Tifon er bed, nag en e amzer na dre an hent boutin, hogen dre em strinkañ a-dreuz kostez e vamm, a oa bet digoret ha diroget gantañ dre skeiñ un taol bras warnañ. »
– Ploutarc'hos, Isis hag Osiris, § 12[3]
Savboent Ploutarc'hos a zeufe eus ur c'hiz kozh en hengoun egiptek. Adal ar XXIVvet kantved e Skridoù ar Piramidennoù e vez implijet ur ger all evit mesi ("ganedigezh", "bezañ ganet") e-keñver Seth. Keñveriet eo ene ar roue Ounis (Vvet tiernezh) o vont d'an anaon, ouzh Seth, an doue galloudus gant an hudouriezh (Our-hekaou) hag a zo bet gwall zislonket gant e vamm :
« Kemeret ec'h eus Our-hekaou, an hini a zo en Ombos, Aotrou Gorre Egipt. Ne vo ket distaget en abeg dit. Ne vo ket flaeriet en abeg dit. Sell 'ta, ur ba zo ac'hanout, galloudusoc'h out eget doueed Gorre Egipt hag eget o speredoù-akh, te hag a zo bet dislonket gant ar wilioudadez, faoutet an noz ganit. Kemeret ec'h eus Seth, a zo bet harzet ! Na vleunius eo hennezh hag a zo bet meulet gant Isis ! »
– Skridoù ar Piramidennoù, § 222[4]
An Diforc'hidiger
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Feuls ha dic'hortoz eo ganedigezh Seth hervez ar vojenn. Daoust da se, ur gredenn a rae anezhañ un doue drouk o vezañ kaoz d'ar maouezed diforc'hañ ha koll o bugel. Hervez ul lavarenn e Skridoù al Laouerioù-bez(Rouantelezh krenn), Isis a oa spontet gant Seth e-pad he dougen, aon he doa e vefe lazhet he mab o tont, Horus, mab Osiris. Mont a reas hi da welet Atoum-Re evit ma vefe difennet d'an doueed all ober poan d'ar bugel o tont :
Skridoù al Laouerioù-bez, § 148[5]
Hervez Ploutarc'hos, an doueez Taouret a zo mestrez Seth, padal e pella dioutañ pa glask Horus e vac'hañ evit gounez ar rouantelezh[6]. An egiptologour Herman Te Velde a zispleg an haeradenn-se dre ma vez an doueez-dourvarc'h dougerezh a-hed an amzer. Hi eo ar galloud doueel enep da Seth. En henegipteg, hai a dalvez e war un-dro "den" pe "gwaz" ha "diforc'hañ" ; unan eus lesanvioù Seth e oa ivez. Ur bapiruzenn hud miret e Mirdi an egiptologiezh e Torino a laka Seth da gomz evel-henn :
« Me zo un den/gwaz ur milion a ilinadoù e vent, "deiz a walleur" e anv. Evit a sell deiz ar genel pe an engehentiñ, n'eus ganedigezh ebet ha ne vo frouezhenn ebet ouzh ar gwez. »
– Papiruz hud Torino (arroud)
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Herman Te Velde (troet e galleg gant Christian Bégaint) : Seth, ou la divine confusion : Une étude de son rôle dans la mythologie et la religion égyptienne. Leiden : E. J. Brill, 1967 ; lenn en-linenn.
- ↑ (fr) Pierre de Maret : L'oryctérope, un animal «bon à penser» pour les Africains est-il à l'origine du dieu égyptien Seth? ). LE Caire : BIFAO, levrenn 105, 2005, p. 1-20 ; lenn en-linenn
- ↑ Troidigezh frank diwar ar galleg « Le troisième jour vint au monde Typhon, non pas à terme ni par la voie commune, mais en s'élançant à travers le flanc maternel, qu'il avait ouvert et déchiré en le frappant d'un grand coup. », troet gant Mario Meunier.
- ↑ Troidigezh frank diwar ar galleg « Tu t'es pourvu de Our-hekaou, celui qui se trouve dans Ombos, Seigneur de la Haute-Égypte. On ne détachera pas à cause de toi. On ne sentira pas mauvais à cause de toi. Vois donc, tu es un ba, tu es plus puissant que les dieux de Haute-Égypte et que leurs esprits-akh, toi que la parturiente a vomi, tu as fendu la nuit. Tu t'es pourvu de Seth qui a été stoppé ! Combien est prospère celui qu'Isis a loué ! », troet gant Raphaël Bertrand.
- ↑ Troidigezh frank diwar ar galleg « Je suis Isis, plus Bienheureuse et Vénérable que les dieux. Le dieu qui est à l'intérieur de ce ventre qui est mien, c'est la semence d'Osiris ! » Rê-Atoum dit alors : « Que tu sois enceinte signifie que tu caches aux dieux, ô jeune fille, que tu mets au monde, que tu es enceinte et que c'est la semence d'Osiris ! Que ne vienne pas cet antagoniste (= Seth) qui a tué son père pour briser l'œuf pendant sa jeunesse ! Que le Grand de magie-hékaou (= Thot) monte la garde contre lui ! » « Obéissez à cela, dieux ! » dit Isis, « puisque Rê-Atoum, le Maître du Château des Voraces, a parlé, et qu'il a ordonné pour moi qu'on protège mon fils à l'intérieur de mon ventre ! », troet gant Claude Carrier.
- ↑ Diwar Isis hag Osiris, § 19.
|
Porched Egiptopedia | Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |