Geb

Eus Wikipedia
Geb
G38bA40

Doue an Douar e oa Geb e mitologiezh Henegipt. Mab Chou (doue an aer) ha Tefnout (doueez an dour) e oa, met breur ha pried Nout (doueez an oabl) ivez. Ezel e oa eus Navad Heliopolis. Distaget e veze e anv evel-se adalek ar prantad hellenadek, (lennet gwezhall Seb[1] pe Keb). An henegipteg a oa "Gebeb"/"Kebeb", a dalveze moarvat : an hini gwan, marteze an hini kamm.

Geb ha Nout a voe ken tost an eil d'egile ne c'halle tremen netra etrezo. Geb a voe dispartiet eus Nout gant o zad Chou, met a-drugarez d'ur finesa kavet gant Nout e teujont a-benn d'en em barañ hag engehentañ a rejont Osiris, Seth, Isis ha Neftis. Hervez un hengoun arouezek en em bare Geb ha Nout e teñvalijenn an noz hag e vezent dispartiet gant Chou diouzh ar mintin.

Geb, doue an douar, ar plant hag ar maenadoù, a ro d'an douar e frouezh hag e zour. Unan eus ar peder elfenn a ya d'ober ar bed zo anezhañ. Krediñ a raed en Henegipt e veze degaset ar c'hrenoù-douar gant c'hoarzh Geb hag e lakae an trevadoù da greskiñ.

Un arouez eus ar roueelezh eo Geb ivez. Kemeret en defe ar galloud dre nerzh digant e vamm Tefnout a repuas en navad a-raok lezel an tron dezhañ. Dont a reas evel se da vezañ kentañ roue mojennel Henegipt hag e anv a roas da dron ar faraoned a veze anvet « tron Geb ».

Taolennet e veze dindan neuz un den du pe glas e groc'hen, en e c'hourvez war al leur ha dispartiet diouzh bolz an neñvoù (Nout) gant e dad Chou. Al livioù du ha glas a oa livioù mat-kenañ diouzh Henegiptiz, rak aroueziañ a raent an douar du strujusaet gant lec'hid dourioù an Nil (n'haller ket dioueret da gaout trevadoù mat), ha glas ar glazur, ha, dre vras, ar boudoù bev. Pa arouez ar roueelezh e vez ur gurunenn en e benn.

Doue an eñvor e oa ivez hag heñchañ a rae dorn ar skribed. Enoret e veze Geb en Heliopolis, hag e loened sakr a oa ar gwazi. Ur waz a gaver e-mesk an hieroglifoù a dalvez da skrivañ e anv.

Ar c'hwec'h faraon-doue a oa en urzh :

  1. ,
  2. Chou,
  3. Geb,
  4. Osiris,
  5. Horus,
  6. Tot (diasur).

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. cf. E.A.Wallis Budge, The Gods of the Egyptians. Studies in Egyptian Mythology (London, 1904; republ.Dover Publications, New York, 1969)


A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg