Merien-gwenn
Amprevaned debrer-koad eo ar merien-gwenn a vez anvet termit ivez. Betek nevez zo e oant an amprevaned nemeto en urzhiad an isoptera, enni 281 genad ha 2600 spesad disheñvel renablet[1]. Bremañ koulskoude ez int renket e epikerentiad an Termitoidae en urzhiad ar Blattodea[2]. Bevañ a reont er broioù tomm dreist-holl, ma sav spesadoù zo neizhioù bras e douar chaoket gante, ar c'hrugelloù a gaver stank war pladennoù an Trovanoù. Anadet int abaoe ar Juraseg d'an nebeutañ[3].
Bevañ a ra ar merien-gwenn diwar tammoù plant-marv dreist-holl, peurliesañ dindan stumm koad, delioù marv, douar, pe beuzelloù, ha war-dro 10 dre gant eus ar 4000 spesad (war-dro 2600 anezhe zo renablet en un doare skiantel) zo noazus war an dachenn ekonomikel hag a c'hell labezañ kalz framm ar savadurioù, an trevadoù pe ar c'hoadoù. Ar merien-gwenn zo debrerien bras a zilerc'hioù, er broioù istrovanel ha trovanel dreist-holl, hag oc'h adkelc'hiañ ar c'hoad hag ar plant o deus ur roll ekologel bras.
Amprevaned sokial int, ha bevañ ha reont e kevredigezhioù urzhasaet hag aozet e kastaoù gant pep a labour disheñvel. Pa vez ar c'hrugelladoù-se en o barr e c'hallont bodañ etre un nebeud kantadoù ha meur a vilion a hiniennoù. Ar c'hrugelladoù a implij reizhiadoù obererezh digreizennet, emurzhiet zo renet gant ur spered hed hag a gorvo mammennoù boued hag endroioù na vije ket gouest un amprevan e-unan d'ober. Ur grugellad dibar zo enni nimfennoù, labourerien, soudarded, gouennerien (pared ha parezed), hag a-wezhioù meur a rouanez a zozv vioù.
C'hwec'h spesad zo anavezet er C'hwec'hkogn hag unan hepken e Breizh, Reticulitermes santonensis, a vev da gustum etre norzh ar Gironde hag ar Vendée. Kavet e vez ivez muioc'h en norzh evel e traoñienn al Liger, e Breizh, e Normandi, en Enez-Frañs, ha kement zo).
Framm o c'hevredigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rouanezed ha rouaned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur barez he deus nijet, zo en em baret, hag a zozv vioù zo anvet ur rouanez. Ur mal en deus nijet, en em baret, hag a vev en ur grugellad zo anvet ur roue. Enklaskoù a oa renet gant teknikoù genetek da zizoleiñ an derez kerentiezh etre izili ur grugellad o deus diskouezet e oa gaou ar soñj e vez atav renet ar c'hrugelladoù gant ur c'houblad roueel unpried hepken. Kavet e vez alies meur a goublad gouennerien er memes krugell. E kerentiadoù ar Rhinotermitidae hag an Termitidae, ha marteze e re all e vefe ur par hepken (roue) er grugellad peurliesañ avat.
Pa vez en oad gour ez eo gouest ur rouanez da zozviñ ur bern vioù. Er spesadoù fizogastrek e c'hounez ar rouanezed ur c'houblad vierezioù ouzhpenn bep gwezh ma taolont o here. Abalamour da se ez eo distennet o c'hof ha kreskiñ a ra o gouestoni da zozviñ vioù. Gallout a reont produiñ ouzhpenn 2000 vi bemdez. Astenn a ra ar c'hov distennet korf ar rouanezed betek meur a wezh ar vent o doa a-raok en em barañ evit ar wezh kentañ ha miret a ra outi a fiñval, daoust ma vez sikouret gant labourerien. Krediñ a reer ez eo ar rouanezed mammenn feromonoù talvoudus evit kenstagadur izili er grugellad, a dremen eus an eil amprevan d'egile war un dro gant ar boued a eskemmont (trophallaxis).
Ar roue ne gresk nemet un tammig brasoc'h evit a-raok goude ar baradenn gentañ ha derc'hel a ra d'en em barañ gant ar rouanez a-hed e vuhez. Disheñvel-kenañ eo diouzh ar c'hrugelladoù-merien, ma'n em bar ar rouanez ur wezh hepken gant ar bared ha ma vir ar gametoù a-hed he buhez, dre ma varv pared ar merien nebeut goude an orinadur.
Ar c'hasta askellek, anvet ivez kasta ar gouennerien, a vez graet eus an amprevaned yaouank a ya da sevel krugelloù merien-gwenn all hag a zo gouest da ouennañ. An amprevaned-se a vez peurliesañ ar merien-gwenn nemeto gant lagadoù diorroet-mat, daoust m'o deus al labourerien lagadoù kevrennek diorroet-mat e spesadoù eoster zo, hag, e spesadoù all, soudarded zo o deus lagadoù ivez. Ar merien-gwenn zo war-nes dont da vezañ amprevaned askellek (diglok eo o zreuzfurmadur) a ya d'ober un iskasta e lod eus ar spesadoù, a dalvez da labourerien ("pseudergates") hag ivez da ouennerien c'hallus ouzhpenn. Gouest eo an hiniennoù-se da gemer lec'h ur ouennerez varv hag, e spesadoù zo d'an nebeutañ, e krog meur a hini da ouennañ war un dro pa varv ar rouanez kentañ.
Er broioù e lec'h ma vez ur c'houlz-amzer sec'h e kuita an amprevaned askellek an neizh a hedadoù bras goude ar c'hentañ glav stank eus koulz-amzer ar glav. E broioù all e c'hall bezañ taolet hedoù a-hed ar bloaz, pe aliesoc'h, da vare an nevezamzer pe an diskar-amzer. An termited zo nijerien fall a-walc'h a vez kaset aes gant an avel pa c'hwezh ken kreñv ha 2 km/h well-wazh. Koll a reont o eskell buan goude bezañ kouezet war an douar en ul lec'h mat a-walc'h, e lec'h m'en em baront ha ma klaskont sevel un neizh en ur pezh koad gleb pe en douar.
Al labourerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Karget eo al labourerien da zastum boued, d'e sanailhañ, d'ober war-dro ar grouañs hag an neizh, hag e spesadoù zo eus ul lodenn eus difenn ar grugellad. Ar c'hasta-se an hini a weler peurliesañ eta pa zizoloer merien-gwenn. Karget eo o c'hasta da ismoriñ keluloz o boued.
Ar pep brasañ eus al loened n'int ket evit ismoriñ keluloz abalamour ma n'o deus ket enzimoù kelulolitek. Ar merien-gwenn avat a c'hall hidrolizañ ar c'heluloz a-drugarez da vikrobiota o reizhiad ismoriñ[4]. Ar merien-gwenn hag ar protisted skourjezek simbiotek a vev en o bouzelloù a c'hall produiñ kelulaz o-daou[5]. Koulskoude, 75% eus holl ar spesadoù termited ne heberc'hont ket a organegoù kelulolitek skourjezek en o reizhiad ismoriñ. Elfennoù zo a laka da soñjal avat abaoe 2007 e ve bakteri a gemerfe perzh ivez e koazhadur ar c'heluloz e korf lod eus ar spesadoù-se evel Nasutitermes takasagoensis[6].
En holl ar spesadoù merien-gwenn e vez bouetaet holl izili ar grugellad gant al labourerien gant danvezioù a zeu eus koazhadur ar c'heluloz, ha roet dre o genoù pe o fraezh. An argerzh boueta an eil ezel eus ar grugellad gant egile zo anvet trophallaxis hag unan eus abegoù eus berzh vat ar strollad eo. Dieubiñ a ra ar ouennerien eus an trevell da voueta estreget kentañ rummad o diskennidi, ar pezh a ro tu d'ar strollad da greskiñ kalz muioc'h. Tremen a ra ivez e-giz-se ar simbioted eus an eil rummad d'egile. Lod eus ar spesadoù merien-gwenn n'o deus ket a gasta labourerien gwirion, hag e vez kaset o labour da benn gant nimfoù(Daveoù a vank).
Soudarded
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kasta ar soudarded en deus un emzalc'h hag ur gorfadurezh arbennikaet, a ro dezhe un nerzh hag un hobrejon zo talvoudus en emgannoù a-enep an dagerien. Cheñch a ra kementad ar soudarded en ur grugellad hervez ar spesadoù hag e diabarzh ar spesadoù war un dro. Kalz soudarded o deus karvanoù ken bras ma n'hallont ket debriñ o-unan, hag evel ar re yaouank e vezont bouetaet gant al labourerien. En iskerentiad Nasutitermitinae ez eus soudarded gouest da strinkañ liñvennoù noazus ouzh o enebourien. Toulloù eeun er penn a daol liñvennoù difenn a gaver ivez er c'herentiad Rhinotermitidae. Kalz spesadoù a vez anavezet aes diouzh perzhioù penn, pe karvanoù o soudarded.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) S. Kambhampati, P. Eggleton, Termites, evolution, sociality, symbioses, ecology, T. Abe, D. Bignell, M. Higashi, Kluwer Academic Publisher, Dortdrecht, 2000
- ↑ Inward et al., 2007 ha Legendre et al., 2008
- ↑ Advanced Early Jurassic Termite (Insecta: Isoptera) Nests: Evidence From the Clarens Formation in the Tuli Basin, Southern Africa
- ↑ Breznak & Brune 1994
- ↑ Ohtoko et al. 2000; Watanabe & Tokuda 2001; Nakashima et al. 2002; Watanabe et al. 2002; Inoue et al. 2005
- ↑ Tokuda, G; Watanabe, H (22 June 2007). "Hidden cellulases in termites: revision of an old hypothesis". Biology Letters 3 (3): 336–339. doi:10.1098/rsbl.2007.0073. PMC 2464699. PMID 17374589.