Sekstant
Un ardivink muzuliañ an ankloù eo ar sekstant[1] pe c'hwedant[2] pe c'hwec'hvedenn-gelc'h[3]. Implijet e vez evit jediñ lec'hiadurioù ar bigi hag an aerlistri (nebeutoc'h bremañ). Ijinet eo bet war-dro ar bloavezh 1730 gant daou zen, unan Saoz, John Hadley hag unan Stadunanat, Thomas Godfrey, pephini hep bezañ anaoudek warni. Isaac Newton en doa deskrivet ar patrom en e notennoù adkavet da-c'houde.
Da gentañ holl e vez implijet evit jediñ en un taol an ankl etre saviadurioù daou astr (steredenn pe blanedenn) ken eo dezastumet lec'hiadur ar vag m'eo an oberataer warni. Pa merdeer war-dro an aodoù e c'hell bezañ implijet evit pennañ d'an hent diwar bukañ ar merkoù. Posubl eo lakaat an ardivink pe a-serc'h pe a-blaen. Ne c'hell ket bezañ strafuilhet mui ar muzulioù gant fiñvadurioù ar vag evel e c'hoarveze en ur implij un astralab.
An anv a zeu eus aozadur ar barennoù ha ne c'hellont ober un ankl digoroc'h eget ur c'hwec'hvedenn eus ur c'helc'h (sex = c'hwec'h e latin), met an daou melezour bihan a laka an ankl jedet da vezañ daoubleget (120 derez gwarenn). Daou ardivink a oe tadoù ar sekstant, ar c'hard-kelc'h hag an oktant o doa digorded 90° ha 45°, daoubleget o varregezhioù evel hini ar sekkstant.
Implijet e vez koulz evit ar verdeerezh hag evit an aernijerezh. Bezañs an ardivink-se a chom ret e bourz a listri kenwerzh. Koulskoude dilezet e vez muioc'h mui pa gresk implij an douarlec'hiadur dre loarell
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Maurice Daumas, Les instruments scientifiques aux XVIIe et XVIIIe siècles, P.U.F., Pariz, 1953.
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ TermOfis, Ofis publik ar brezhoneg
- ↑ Geriadur galleg-brezhoneg M. Menard.
- ↑ L. Andouard, Brezhoneg ar mor