Sara Stridsberg
Sara Stridsberg | |
---|---|
![]() | |
Ganedigezh | 1972 e Solna |
Yezh skrivañ | svedeg |
Rumm lennegel | faltazi, troidigezhioù |
Enorioù | Priz Sveriges Essäfond 2004, Priz lennegezh Aftonbladet 2006, Priz lennegezh Kuzul an Norzh 2007 [1] |
kemmañ ![]() |
Sara Stridsberg (1972 e Solna, Kontelezh Stockholm) a zo ur skrivagnerez hag un droourez svedat. He romant kentañ, titlet Happy Sally a oa diwar-benn Sally Bauer, ar plac'h kentañ eus Skandinavia a dreuzas Mor Breizh o neuial.
E 2007 e tegemeras Priz lennegezh Kuzul an Norzh gant he romant Drömfakulteten. Hec'h eil romant eo, ennañ e kont un istor ijinet ganti diwar-benn Valerie Solanas (skrivagnerez SCUM manifesto). Gant Stridsberg eo bet troet SCUM manifesto e svedeg.
Hec'h oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Nann-faltazi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Juristutbildningen ur ett genusperspektiv, 1999
- Det är bara vi som är ute och åker, 2002
Faltazi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Happy Sally, 2004
- Drömfakulteten, 2006