Eva Ström
Eva Ström | |
---|---|
![]() | |
Ganedigezh | 1947 e Lidingö |
Yezh skrivañ | svedeg |
Rumm lennegel | romantoù, pozioù, buhezskridoù, burutellañ |
Enorioù | Priz lennegezh Kuzul an Norzh 2003 |
kemmañ ![]() |
Eva Ström (1947 e Lidingö) a zo ur skrivagnerez pozioù, romantoù, buhezskridourez ha burutellerez svedat. E 1977 e voe embannet he dastumad barzhonegoù Den brinnande zeppelinaren. Fizikourez eo ivez, hag etre 1974 ha 1988 e voe mezegez. Goude-se e kasas hec'h holl amzer o skrivañ.
E 2003 e tegemeras Priz lennegezh Kuzul an Norzh gant he dastumad barzhonegoù Revbensstäderna .[1] E miz Genver 2001 e voe dilennet ezel eus Akademiezh skiantoù rouantelezh Sveden[2].
Mamm Karin Ström eo.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ http://www.norden.org/nr/pris/lit_pris/uk/arkiv.asp?&lang=&p_id=542 Nordic Council Literature Prize list of winners
- ↑ Royal Swedish Academy of Sciences: Från teoretisk magnetism till brinnande zeppelinare – fem nya ledamöter invalda i akademien, kemennadenn, 3 a viz C'hwevrer 2010