Mont d’an endalc’had

Per Olov Enquist

Eus Wikipedia
Per Olov Enquist, e 2008

Per Olov Enquist (ganet d'an 23 a viz Gwengolo 1934) zo ur c'hazetenner ha skrivagner svedat.

Studiet en deus istor al lennegezh e Skol-veur Uppsala ha labouret en deus evel kazetenner er Svenska Dagbladet hag en Expressen, koulz hag evit ar skinwel, etre 1965 ha 1976. Bevet en deus e Berlin e 1970 ha 1971 hag e 1973 e voe o kelenn e skol-veur Kalifornia,e Los Angeles.

Skrivet en deus romantoù, pezhioù-c'hoari, levrioù evit ar vugale. Tapet en deus brud dre ar bed a-bezh gant e romant Livläkarens Besök ("Gweladenn medisin ar roue") (1999), ma kont istor Johann Friedrich Struensee, a oa medisin personel ar roue Christian VII Danmark. Garedonet eo bet gant meur a briz : Priz lennegezh Kuzul an Norzh e 1968, ar Priz Selma Lagerlöf e 1977, ar Priz Dobloug e 1988, hag ar Priz Flaiano, en Italia, e 2002.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.