Göran Sonnevi
Göran Sonnevi | |
---|---|
Obererezh | barzhonegoù, troidigezhioù |
Ganedigezh | 3 a viz Here 1939 e Lund, Kontelezh Skåne |
Yezh skrivañ | svedeg |
Enorioù | Priz lennegezh Kuzul an Norzh 2006 gant Oceanen |
kemmañ ![]() |
Göran Sonnevi (3 a viz Here 1939 e Lund, Kontelezh Skåne) a zo ur barzh hag un troour svedat. Kaset en deus e vugaleaj e Halmstad; ha studiet al lennegezh hag ar yezhoniezh e skol-veur Lund. E-pad meur a vloaz eo bet o chom e Järfälla.
Unan eus barzhed vrudetañ Sveden eo, hag e 2006 e resevas Priz lennegezh Kuzul an Norzh gant e zastumad barzhonegoù Oceanen. Evel troour en deus bet tro da dreiñ oberennoù Osip Mandelstam, Ezra Pound ha Friedrich Hölderlin. En e varzhonegoù e skriv diwar-benn ar bed a vremañ : ar Brezel yen ha hini Vietnam, an divroidi, ar bedeladur hag ivez Brezel Irak.
E oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Outfört (1961)
- Abstrakta dikter (1963)
- ingrepp-modeller (1965)
- och nu! (1967)
- Det gäller oss. Dikter 1959-1968 (1969)
- Det måste gå (1970)
- Det oavslutade språket (1972)
- Dikter 1959-1973 (1974)
- Det omöjliga (1975)
- Språk; Verktyg; Eld (1979)
- Dikter 1959-1972 (1981)
- Små klanger; en röst (1981)
- Dikter utan ordning (1983)
- Oavslutade dikter (1987)
- Trädet (1991)
- Mozarts tredje hjärna (1996)
- Klangernas bok (1998)
- Oceanen (2005)