Hannu Salama
Hannu Salama | |
---|---|
![]() Hannu Salama | |
Obererezh | romantoù, danevelloù, barzhonegoù |
Ganedigezh | 4 a viz Here 1936 e Kouvola |
Enorioù |
|
kemmañ ![]() |
Hannu Salama, bet ganet d'ar 4 a viz Here 1936 e Kouvola (Finland), a zo ur skrivagner finlandat.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hannu Salama a voe ganet e Kouvola, e rannvro Kymenlaakso e su Finland. Kas a reas e vugaleaj e distrig Pispala e kêr dTampere, en un endro micherourien. Evel e dad e krogas da labourat evel tredaner hag e labouras ivez en tiez-feurm. E 1961 e voe embannet e levr kentañ, titlet Se tavallinen tarina. E 1966 e voe tamallet da vezañ savet ur skrid ledouedel gant Juhannustanssit (skrivet e 1964). Pardonet e voe gant prezidant Finland, Urho Kekkonen, e 1968. Betek 1990 e voe embannet stummoù troc'het eus a levr.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Se tavallinen tarina (1961)
- Minä, Olli ja Orvokki (1967)
- Juhannustanssit (1964)
- Siinä näkijä missä tekijä (1972)
- Näkymä kuivaushuoneen ikkunasta (1988)
- Elämän opetuslapsia IV (2005)