Einar Már Guðmundsson
Einar Már Guðmundsson | |
---|---|
![]() | |
Obererezh | romantoù, danevelloù, barzhonegoù |
Ganedigezh | 18 a viz Gwengolo 1954 e Reykjavík |
Enorioù | Priz lennegezh Kuzul an Norzh 1995 gant Englar alheimsins |
kemmañ ![]() |
Einar Már Guðmundsson (18 a viz Gwengolo 1954 e Reykjavík) a zo ur skrivagner romantoù, danevelloù ha barzhonegoù islandek. E levrioù a zo bet troet e meur a yezh. E Reykjavík emañ o chom.
Einar Már Guðmundsson a gasas e vugaleaj e Reykjavík. E 1979 e voe skolveuriet war an istor hag al lennegezh keñveriet e skol-veur Island. Goude-se e labouras e rann lennegezh keñveriet skol-veur Kopenhagen. Da gentañ e skrivas barzhonegoù hag e 1995 e tapas Priz lennegezh Kuzul an Norzh gant e romant Englar alheimsins.