Klaus Rifbjerg
Klaus Rifbjerg | |
---|---|
Klaus Rifbjerg o sinañ e levr Rod e BogForum 2008 e Kopenhagen | |
Obererezh | romantoù, pennadoù kelaouiñ, burutellañ |
Ganedigezh | 15 a viz Kerzu 1931 e Kopenhagen |
Yezh skrivañ | daneg |
Enorioù |
|
kemmañ ![]() |
Klaus Rifbjerg (15 a viz Kerzu 1931 e Kopenhagen) a zo ur skrivagner danat. Ouzhpenn 170 levr (romantoù, arnodadennoù) a zo bet skrivet gantañ[1].
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganet e voe Rifbjerg e Kopenhagen met kas a reas e vugaleaj en enezenn Amager e Øresund, war aodoù reter Sjælland. E dud a oa kelennerien. Saozneg ha lennegezh a studias e skol-veur Kopenhagen, ha goude-se e skol-veur Princeton e-pad bloaz.
E 1958 e voe brudet gant e romant Den kroniske Uskyld. Lakaet e voe da film e 1985, sevenet gant Edward Fleming. Abaoe en deus skrivet ouzhpenn 100 romant, hag ivez dastumadegoù danevelloù, pezhioù-c'hoari, senariooù filmoù, deizlevrioù ha levrioù evit ar vugale.
Kazetenenr ha buruteller eo bet Rifbjerg ivez. Asambles gant Villy Sørensen e voe e penn ar gelaouenn lennegel Vindrosen, hag etre 1984 ha 1991 e voe rener lennegel Gyldendal.
Oberennoù (un dibab)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Under vejr med mig selv (1956)
- Efterkrig (1957)
- Den kroniske uskyld (1958)
- Konfrontation (1960)
- Operaelskeren (1966)
- Lonni og Karl (1968)
- Anna (jeg) Anna (1969)
- Lena Jørgensen Klintevej 4 2650 Hvidovre (1971)
- Tak for turen (1975)
- De hellige aber (1981)
- Falsk forår (1984)
- Krigen (1991)
- Nansen og Johansen (2002)
Notenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Afterbeat. En samtale med Klaus Rifbjerg, Henrik Juul Jensen, 1996, ISBN 87-16-14257-8