Santoz
Santoz | ||
---|---|---|
![]() An ti-kêr. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Saint-Thois | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kastellin | |
Kanton | ar C'hastell-Nevez (betek 2015) Brieg (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29267 | |
Kod post | 29520 | |
Maer Amzer gefridi | Bernard Saliou 2001-2020 | |
Etrekumuniezh | KK Kerne-Uhel | |
Bro velestradurel | Kornôg Kreiz-Breizh | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 722 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 40 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 28 m — brasañ 238 m | |
Gorread | 18,10 km² | |
kemmañ ![]() |
Santoz a zo ur gumun eus Bro-Gerne e kanton Brieg, e departamant Penn-ar-Bed, e kornôg Breizh. Emañ er vroig Dardoup.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War lez ar Stêr Aon emañ Santoz.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie (1995) ː Sanctus, XIt; Sanctoes, c. 1330; Sainctoes, 1368; Saintoes, 1494; Sanctoes, 1516, 1574; Sanctois, 1599; Sanctoes, 1709; Saintois, 1731.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Hervé e anv, ha Cojean, kure[2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 55 gwaz eus ar gumun, d.le. 3,85% ag he foblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[3].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Chapel Intron-Varia ar Roc'h, pe an Aelez ; brudet e oa ar feunteun evit reiñ laezh d'ar magerezed. An delwenn a zo er chapel a sav da 1521 : "Itron-Varia mamm (a) c'hras, mamm (a) drugarez", eme an destenn latin.
- Monumant ar re varv, luc’hskeudenn[4].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- "Rouanez Santoz": Marie-Jeanne Riou, itron Floc'hlay, a oa bet ganet d'ar 26 a viz C'hwevrer 1905, merc'h d'ur gwiader war blasenn an iliz. Dilennet e oa e-giz "Rouanez ar Menezioù Du" e 1925 (giz Dardoup ganti) ha da-heul dimezell a enor da Rouanez Bro-Gerne. Ha chomet dezhi lesanv "ar rouanez". Mont a ra kuit betek ar Stadoù-Unanet etre 1929 ha 1934. Deuet en-dro e tigoras an ostaleri "Café des Sports", a zeuas da vezañ anavezet pell en tu all da barrez Santoz, peogwir e ouie-hi kanañ pe lakaat da dreiñ ar piano "emsoner" evit ar pratikoù. Mervel a reas d'ar 27 a viz Here 1995[5].
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
du Quélenec
Aotrounez la Roche-Helgomarc'h |
En erminoù, e gab en gul karget gant teir flourdilizenn en aour |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 44
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Le Télégramme, 28.10.95