Mont d’an endalc’had

Santez Nolwenn

Eus Wikipedia

Santez Noal a vefe bet ur werc'hez verzherez vreizhat er VIvet kantved a vefe bet dibennet nepell diouzh Begnen diwar urzh un tirant anvet Nezan pe Nizon.
Maeron iliz Noal-Pondivi eo ; ur chapel zo gouestlet dezhi e Begnen, hag unan all e Kistreberzh.
D'ar 6 a viz Gouere e vez lidet gant ar gristenien gatolik.

Disoc'h un drouvesk eo bezoud santez Nolwenn pe santez Gwennoal war a hañval.
Noal-Guen e oa anv ar barrez e 1373-1387, kent bout Santez-Noal e 1478 ha Noal-Pondivi hiziv. Eno emañ chapel Santez-Noal e kêriadenn Noal-Guen, a zo bet anvet Guen-Noual ivez[1].
Roud zo eus ar barrez-se er pezh-c'hoari kerneveurek Beunans Meriasek ("Buhez sant Meriadog")[2]. Meneg zo eus ur barrez anvet plu voala er gwerzennoù 2078 ha 2203 :

2076[3]

han tresse mys gwyn gala
dugol muhal yv henna
in plu voala neffrea
an keth feriovma a veth

hag an trede miz Gwengolo
gouel Mikael eo hennezh
e parrez Noala bepred
e vo ar gouelioù-mañ

2200[4]

han tresse mys gwyngala
dugol myhall byth henna
in plu wyn voala sensys
ha meryasek benytha
inna purguir campollys

hag an trede miz Gwengolo
gouel Mikael a vo
e parrez Wenn Noala santel
ha Meriasek bepred
enno peurwir a vo meneget

W. Stokes a veneg un evezhiadenn digant Théodore Hersart de La Villemarqué ma tispleg ez eo Plu Noala ar Plebs Nuial a zo e Diellaoueg Redon (bloaz 1082) hag e Noal abati Verrepoz (1204) ; Noual a lenner en ur skrid eus 1274, hag an holl anvioù a gaver a zo evit Noal-Pondivi[5]. Ar bomm kerneveurek plu Wyn Noala zo "parrez Gwenn Noal", ha Gwennoal eo anv brezhonek Noal-Pondivi hiziv[6].

Hervez Gw. ar Menn bepred, gwirheñvel eo e vefe bet ur sant pe ur santez anvet « Gwenn Noal » pe « Noal Gwenn », alese ar stummoù Gwennoal ha Noaluen, Nolwenn.

Met ur santez gembreat e c'hellfe Nolwenn bezañ, rak damheñvel eo mojenn he buhez ouzh hini Gwenvred, ur werc'hez ha merzherez bet ganet dindan ren Cadfan ap Iago, roue Gwynedd er VIIvet kantved, hag a voe dibennet gant ur priñs Karadog. Candida ("Gwenn") e voe lesanv Gwenvred abalamour da c'hlanded he buhez. Marteze ez eo bet droukvesket Gwynedd ha Gwened gant ar gloaerien.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Gwennole ar Menn, Grand choix de prénoms bretons, Coop Breizh, 1990, pp. 59-60 (ISBN 978-2-909924-01-4)
  2. (kw) (en) Beunans Meriasek – The Life of Saint Meriasek, Bishop and Confessor – A Cornish drama – Edited, with translation and notes, by Whitley Stokes, London : Trübner & Co., 1872.
  3. (kw) (en) (fr) Beunans Meriasek Gwerzenn 2078 & notenn
  4. (kw) (en) (fr) Beunans Meriasek Gwerzenn 2203 & notenn
  5. (kw) (en) (fr) Beunans Meriasek p. 19.
  6. Gw. ar Menn, p. 59.