Brendan
Sant Brendan (war-dro 484 – war-dro 578), anvet ivez Brendan ar Merdeer, pe Brandan, a oa ur manac'h eus Iwerzhon, brudet abalamour da zanevell e veajoù war vor. D’ar 16 a viz Mae e vez e zeiz gouel.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe Brendan war-dro 484 e Ciarraight Luachra, e kontelezh Ciarraí, e mervent Iwerzhon, ha mervel a reas e 577 pe e 578. Goude e studioù e voe beleget e 512. Etre 512 ha 530 e vevas evel ur manac’h e mervent Iwerzhon. Sevel a reas kelloù menec’h en Ard Fhearta hag e Seana Cill (an iliz kozh), e-harz ur menez anvet bremañ, diwar e anv, Cnoc Bréanainn. Alese ez eas kuit war vor, da glask ar Baradoz.
E veaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet eo Sant Brendan, dreist-holl, evit e verdeadenn. Hervez un dornskrid eus an IXvet kantved, Navigatio sancti Brendani abbatis, e vije aet war ar mor evit ur verdeadenn seizh vloaz, gant menec’h all, war glask Liorzh Eden. Marteze e c’hoarvezas an dra-se war-dro 530, a-raok n’aje Brendan da enez Vreizh-Veur. Aet e vije war ar Mor Atlantel, war bourzh ur vag vihan. E veaj hag ar burzhudoù c’hoarvezet e-keit-se a gaver kontet en un dornskrid latin, lakaet war-lerc’h en angl-normaneg. E-touez an traoù souezhus kontet gant Brendan ez eus anv eus un enezenn venniget, anvet Enez Sant Brendan, goloet gant glasvez. Goude se, sur en doa gwelet ar Baradoz e vije distroet da Iwerzhon. Kavet en dije war e hent ivez un euzhvil bras ha lidet en dije an oferenn war e gein. Posupl eo e vije aet Brendan keit ha Norzhamerika, da lavaret eo e vije bet an Europad kentañ o treuziñ ar Meurvor Atlantel (a-raok ar Vikinged). Kristol Goulm, pa’z eas kuit war-zu ar c’hornôg, a anaveze istor merdeadenn Sant Brendan, ha bez' e oa unan eus an abegoù a lakae anezhañ da soñjal e oa douaroù all en tu all d’ar Mor Atlantel.
Beajoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar brud eus e veaj a lakaaz kalz a berc’hirined da zont d’e welet. Kreskiñ a reas an niver a gelloù menec’h e korn-bro Cnoc Bréanainn ha war an inizi Blascaod. Goude bezañ savet eskopti Ard Fhearta, e krouas penetioù ha manatioù all en Iwerzhon. Beajoù all a vije bet graet gant Brendan ivez. Kontañ a reer e vije deuet da Vreizh. Douaret e vije en aber al Leger ha bevet en dije un nebeud bloavezhioù e Ploulec'h. Patrom iliz Lanvaeleg eo sant Brendan pe Brandan. Mont a reas ivez da Gembre ha da enez Iona, dirak aod kornôg Bro-Skos. Goude tri bloavezh e Breizh-Veur e tistroas da Iwerzhon ha kenderc’hel a reas da brezeg an aviel en e vro. Sevel a reas meur a vanati ha meur a iliz eno : e Diseart (Cill Chainnigh), Inis Gluaire (Maigh Eo)...
An hini brudetañ eus ar manatioù-se a voe savet gantañ, e 557, e Cluain Fearta (Clonfert), e-kreiz Iwerzhon. Eno e voe douaret.
Hiziv an deiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1976 en em lakaas Tim Severin da sevel ur vag e doare bigi kozh Iwerzhon, gant lêr bevin, gant ar soñj diskouez en doa gellet sant Brendan ober ar veaj kontet en dornskrid. Mont a reas dre vor eus mervent Iwerzhon d’an inizi Hebridez, Faero, Island, ha betek an Douar-Nevez, da ziskouez o doa gellet Brendan ha menec’h all eus Iwerzhon mont da Amerika, a-raok ar Vikinged. E-kerzh e veaj e welas Tim Severin skorngrec’hioù ha morviled heñvel ouzh ar re deskrivet gant mojenn sant Brendan. (s.o. The Brendan Voyage, gant Tim Severin, ISBN 0-349-10707-6).
Traoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Shaun Davey e voe savet ur pezh sonerezh awenet gant beaj Tim Severin, anvet The Brendan Voyage. C’hoariet e voe gant ar soner pib-ilin Liam O’Flynn hag ul laz-seniñ klasel, e Roazhon, e miz Gouere 1982, evit ar wech kentañ, hag en Oriant e miz Eost 1982, evit an eil gwech.
E Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brendan pe Brandan, evel ma reer anezhañ ivez e brezhoneg, a vije bet, hervez a gonter, o touarañ en aber al Leger ha chomet e vije da vevañ en Ploulec'h un nebeud bloavezhioù. En Treger e kaver div iliz en enor "St Brandan": hini Lanvaeleg, hag hini Tregrom, 'lec'h ma kaver ivez hervez ar vojenn e vag, un nev granit. Kontañ a reer ivez e vije bet o touarañ, gant sant Maloù, war un enezenn dirak Aled. Met marteze e kemmesker anezhañ gant ur sant all, Brevalaer pe Brewalaer, zo enoret e Sant-Brewalaer, e-kichen Dol, hag e div barrez eus Bro-Leon, Kerlouan ha Loprevaler.
Anv-badez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roet e vez an anv-badez-se en Iwerzhon dreist-holl hag met e Breizh ivez.
- Brendan Behan, skrivagner iwerzhonat.
An Amerikaned SUA a implij ar stumm Brandon diwar skouer Brendan. E galleg e anvezer ivez an daou stumm.
An enezenn deskrivet en Navigatio Sancti Brendani a zo anavezet evel Enez Sant Brendan (hag a-wechoù Ilhas Afortunadas pe Ilha do Brasil), un anv ouzhpenn da greskiñ ar bern douaroù a vije bet er Meurvor Atlantel hervez ar mojennoù.
Enez Sant Brendan a zo anezhi hiziv c'hoazh n'eo nemet eilanv un atol anvet Cargados Carajos e Meurvor Indez en inizi Mascarenhas, perc'hennet gant Maoris.
Da lenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Y.-V. Gwilhoù ha J. Duchauchix, Danevell varzus Sant Brendan, Gwalarn niv. 18-22
- Paskal Tabuteau, Beaj Sant Brendan, Emgleo Breiz, 2005
- D. Andrejewski (emb.), Le voyage de Saint Brendan, abbé, à la recherche de la terre promise, troet diwar al latin gant I. Brizard, Biennales des abbayes bretonnes, Naoned, 1984
- R.-Y. Creston, La navigation de saint Brendan (à la recherche du Paradis), Terre de brume, 1996
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (la) Navigatio sancti Brendani abbatis
- (fr) Les voyages merveilleux de saint Brandan à la recherche du paradis terrestre (XIIvet kantved)
- (da) (de) (en) (fo) (fr) Faroestamps.fo - timbroù an Inizi Faero
- (fr) (xno) dornskrid beaj Brendan (angl-normaneg ha galleg)
- (en) Beaj Tim Severin
- (en) Buhez sant Brendan diwar Catholic encyclopaedia