Sant-Gonlei
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Sant-Gonlei | ||
---|---|---|
An iliz katolik. | ||
Anv gallaouek | Saent-Gólei | |
Anv gallek (ofisiel) | Saint-Gonlay | |
Bro istorel | Bro-Sant-Maloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen | |
Arondisamant | Roazhon | |
Kanton | Moñforzh | |
Kod kumun | 35277 | |
Kod post | 35750 | |
Maer Amzer gefridi | Philippe Thébault 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Moñforzh Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Breselien | |
Lec'hienn web | https://saint-gonlay.fr/ | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 377 ann. (2019)[1] | |
Stankter | 41 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 74 m bihanañ 38 m — brasañ 95 m | |
Gorread | 9,26 km² | |
kemmañ ![]() |
Sant-Gonlei (Saint-Gonlay e galleg, Saent-Gólei e gallaoueg) a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Moñforzh e departamant Il-ha-Gwilen.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Ruellan e anv[2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 22 waz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,85% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3] ; unan anezhe a varvas d’an 23 a viz Eost 1914 en Ham-sur-Sambre e Belgia, er 41vet Rujumant Troadegiezh e oa[4].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Un den ag ar gumun a varvas abalamour d'ar brezel[5].
- D'an 11 a viz Even 1944 e voe taolet un nijerez Focke-Wulf 58 "Weihe" eus an aerlu alaman (Luftwaffe) d'an diaz e "Quéneleuc" e Sant-Gonlei gant kirri-nij chaseal-bombezañ Mustang eus an United States Army Air Forces; lazhet e voe un nijour, unan all a varvas an deiz war-lerc'h e Krieglazarett Roazhon ha douaret e voent e Mont-de-Huisnes; an trede nijour a voe gloazet[6].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sant Gonlei gwechall, Sant Gwilhom bremañ, XVIvet kantved-XVIIvet kantved.
- Mirdi bihan an ti-skol.
- Ti nobl ar Vilou[7],[8] date du XVIIIvet kantved.
- Kastell La Châsse, XVIIvet kantved. Ar c'hastell kent a voe distrujet e 1595 e-pad brezelioù ar relijion.
- Maner La Changée[9],[10].
- Monumant ar re varv[11].
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, p.13
- ↑ [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ Patrom:Mérimée
- ↑ Patrom:Glad
- ↑ Patrom:Mérimée
- ↑ Patrom:Glad
- ↑ [2] Memorial Genweb