Mont d’an endalc’had

Samourai

Eus Wikipedia
Samourai
micher
Iskevrennad eusbrezelour Kemmañ
StadJapan Kemmañ
Stumm benel an dikedennסמוראית, samurái chinese, ساموراية, samurai, samurajka Kemmañ
Stumm gourel an dikedennساموراي, samurai, samuraj Kemmañ
Roll elfennoùlist of samurai Kemmañ
Samourai gant e hobregon, e 1860.
Tomoe Gozen – Merkit daou gleze ar samourai, unan hir hag unan berr

Ur samurai (kanji : 侍 pe 武士) a oa un ezel eus c'hasta brientinel ar vrezelerien[1][2][3] e Japan ar grennamzer betek fin ar marevezh Edo e 1876. Gopret mat e veze ar samurai gant an daimyo (perc'hennourion ar glad). Brientoù o devoa, evel ar gwir da zougen daou gleze (daishō) hag ar gwir da lazhañ nep piv bennak ag ur c'hasta izeloc'h (kiri-sute gomen). Pleustret e veze ganto ar bushido, un doare bevañ gant vertuzioù brezelel, un digasted ag ar boan, hag ul lealded dinamm. Kavet e veze anezho er braz ag emgannoù ar marevezh-se.

En Xvet kantved ez eo kentañ testeni eus ar ger, diwar saburau "servijout". Ledanaet eo bet an implij abaoe ar marevezh Edo, e-tro 1600. A-raok e veze anvet ar vrezelourien gant an termenoù mono no fu "den armet" betek an VIIIvet kantved, ha bushi (武士) da c'houde, heñvelster.

An termen buke a gaver gwezhioù zo ivez : tennañ a ra da noblañs al lu bakufu, pa veze graet gant an termen kuge da envel noblañs al lez. Da vare marevezh Kamakura (11851333) e oa deuet ar vukeed war wel.

Ne oant ket ofiserien enoret betek re, ne oant ket shōgun kennebeut. Ar samurai a zo bet kadourien enoret dre o c'halonegezh, o lealded hag a-wechoù dre o zonkadur skrijus. Tres an harozed hengounel japanat a vez warno gant perzhioù mat nemetken hag a vez roet evel skouer da dizhout gant an holl.

An diforc'h bras a vez etrezo hag harozed ar C'hornôg eo penaos ec'h echu o buhez. Ar gadourien samurai o deus echuet o buhez evit an darn vrasañ anezho en un emgann kollet pe un ampoent reuzus. Met a-dal kement-mañ o zoare kalonek da vont e-tal o zonkadur a vez bamus evit ar bobl japanat. Mojenn ar re samurai a vez dedennusoc'h dezho evit istor an ofisourien trec'h war holl o enebourien.

Arabat eo chom sac'het gant ur skeudenn a gadourien nemetken pa vez kaoz eus ar re samurai. Pa veze peoc'h e choment stag ouzh un doare bevañ a glaske tizhout ar peurvad, hep klask mont war hent ur vuhez hiniennel diwar goust an dud all. Labouret e veze ganto war ar skrivañ barzhonegoù hag al livouriezh, da skouer.
Setu penaos ez int deuet da vezañ skeudenn arouezius Japan o klask bezañ ar bobl wellañ e touez ar re all.
Bamet ez eo hiziv an deiz c'hoazh pobl Japan gant ar re samurai. O anavezout a sikour da gompren gwelloc'h (evit un nebeud) e tro-spered Japaniz. Mojenn ar 47 rōnin, istor Tomoe Gozen hag ar samurai all a gendalc'h da vagañ ha da aweniñ Japaniz.

Maouezed ivez a oa samurai, hag ouzhpenn difenn perc'henniezh o gwaz (p'o devoa unan) a raent ; stourm en emgannoù a raent ivez, evel Tomoe Gozen (Itron Tomoe) en XIIvet kantved, Itagaki (Itron Hangaju) en XIIIvet kantved, Yamakawa Futaba (1844-1909) a-douez kalz anezho[4],[5].

Bannoù treset

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoarioù video

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける