Ar 47 ronin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Istor ar 47 ronin, anavezet dindan an anv Akô Gishi, zo unan eus an istorioù brudetañ a gaver e Japan. Diazezet eo war dudennoù ha fedoù istorel.

E 1701 e voe kunujennet an aotrou Asano Takumi no Kami gant Kira Kosukeno-Suke, penn-bras lidoù ar Shogun. Kann a savas ha gouliet skañv e voe Kira. Kondaonet e voe Asano d'ober Seppuku, dre m' en doa disakret palez ar Shogu en ur implijout e sabrenn ennañ. E servijourien avat a nac'has ober ar Junshi hengounel (heuliañ ar mestr er marv). Dont a reont da vezañ Ronined (samourai-ed divestr) dre-se. Kunujennet pe goapaet evel tud digalonek ha trubarded d'o mestr da gentañ, e teujont da vezañ disoñjet gant an holl gouse-se. Daou vloaz warlec'h e tagont ti penn-bras lidoù ar Shogun, Kira Kosukeno-Suke, ha dont a reont a-benn d'e lazhañ. Ur wezh harzet, ez eo kondaonet ar 47 Ronin d'ober Seppuku d'o zro, na bezañ eo bamet an holl, betek ar Shogun e-unan evit o lealded d'o mestr marvet.

Awenet en deus an istor-mañ bed al lennegezh, ar c'hoariva hag ar sinema.