One Piece

Eus Wikipedia
One Piece
heuliad manga
Anv berrワンピ Kemmañ
TitlONE PIECE, One Piece Kemmañ
Derivative workOne Piece, One Piece Kemmañ
Tachennaction anime and manga, fantasy anime and manga, adventure anime and manga, comedy drama anime and manga, pirate fiction Kemmañ
AozerEiichiro Oda Kemmañ
Bro orinJapan Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvjapaneg Kemmañ
Deiziad kregiñ22 Gou 1997 Kemmañ
Deiziad embann22 Gou 1997 Kemmañ
Review score84.99/100 Kemmañ
Prizioù resevetPrize for the best shonen at the Manga Barcelona Kemmañ
Hollved faltaziekOne Piece universe Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://one-piece.com/comicsanime/comics.html Kemmañ
Embannet eWeekly Shōnen Jump Kemmañ
Arvesterien palShōnen Kemmañ
Has spin-offOne Piece in Love, One Piece Party Kemmañ
Media franchiseOne Piece Kemmañ
Roll elfennoùlist of One Piece chapters, list of One Piece manga volumes Kemmañ

Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.


One Piece a zo un dastumad mangaioù eus ar seurt shōnen krouet gant Eiichirō Oda. Embannet zo bet 95 One Piece evit poent. One Piece a zo istor ur strollad morlaeron kaset war-raok gant e c'habiten Monkey D. luffy. Hemañ en deus c'hoant da gavout an One Piece - un teñzor burzhudus a oa da aotrou ar vorlaeron Gold D. Roger (pe Gold Roger)- Evit bezañ d'e dro aotrou ar vorlaeron.

Penn-kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bed istor One Piece zo ur bed oseanek e-lec'h ma vev ar vorlaeron un oadvezh a frankiz anavezet evel "bloaz aour al laerezh-mor". An amzer-mañ a zo bet kaset gant lazhidigezh Gold D. Roger, aotroù ar vorlaeron. A-raok mervel e lavaras Gold D. Roger d'ar bed e oa tu dezho klask an holl deñzorioù en doa kavet e-pad e vuhez. Anavezet eo e deñzorioù evel ar One Piece. E bed One Piece ez eus ur mor anvet "hent an arvarioù" hag aotroù ar vorlaeron eo mestr ar mor-se. Gallout a reer soñjal emañ ar One Piece e penn "Hent An Arvarioù". Daou vloaz-warn-ugent goude lazhidigezh Roger ar c'hoant kaout ar One Piece zo bihanaet e penn ar vorlaeron. Kalz o deus laosket da gas ha reoù-all en em goulenn ma'z eus e gwirionez eus ar One Piece. Ar soudarded a zo aet war greñvaat evit difenn an annezidi a-enep ar vorlaeron war ar pemp mor. Ne ra forzh ar bugel e dog plouz eus ar cheñchamant-se, kenderc'hel a ra da vageal war "hent an arvarioù" gant e vignoned evit kavout ar One Piece.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Choaz a ra Luffy da vont war mor goude e emgav gant Shanks Ar Rouz, kabiten ur vag morlaeron en deus tremenet ur bloavezh en e gêriadenn hag en deus savetaet anezhañ eus ur euzhvil mor pa oa yaouank en ur goll ur vrec'h. Abaoe e talc'h Luffy an tog plouz en deus prestet Shanks dezhañ evit reiñ anezhañ dezhañ pa en em gavint en-dro. Evit Luffy ez eo an tog plouz-mañun teñzor. Pa oa shanks en e gêriadenn en deus debret Luffy eus ur frouezhenn an droukspered a oa e dalc'h Shanks hep ober a-ratozh. Abaoe an amzer-mañ ez eo gwevn korf Luffy. ar galloud-mañ a ra dioutañ un den kreñvoc'h en emgannoù, met goude bezañ debret ur frouezhenn eus an droukspered eo ne c'haller ket neuial. Hennezh eo mallozh ar frouezh-se.

E-pad e veaj war "Hent An Arvarioù" e kavo Luffy meur a zen a zeuy buan da vezañ e vignoned ha sevel a ray un akipaj gant lod anezhe evit dont da vezañ morlaeron ha kas da benn o huñvreoù. Emaint o vont da vevañ meur a istorioù plijus hag a-wechoù dipitus. Kejañ a reont gant kalz strolladoù morlaeron ha gant soudarded eus ar morlu karget da zifenn an annezidi. Servijout a raio ar c'hejadennoù-mañ da wellat o doare d'en em gannañ ha da greñvaat o mignoniezh.

Tudennoù pouezusañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Monkey D. Luffy


Monkey D. Luffy:

Monkey D. luffy eo haroz bouezusañ ar manga. Kabiten ar Vogue Merry ha diwezhatoc'h eus an Thousand Sunny eo hag huñvreal a ra ober tro ar bed, kavout ar One Piece, ha dont da vezañ roue ar vorlaeron. E gorf a zo gwevn abaoe m'en deus debret ur frouezhenn eus an droukspered (gomu gomu no mi). "Haki" ar Roue en deus, met ne gontrol ket anezhañ c'hoazh. Un tamm droch eo hag ar pezh a blij dezhañ ar muiañ eo ar c'hig. N'en em gann nemet evit sikour e vignoned ha difenn e enor.
e

Zorro Roronoa


Zorro Roronoa:

Zorro Roronoa a oa ur chaseour arc'hoproù. C'hoant en deus da vezañ klezeiataer brasañ ar bed abaoe ar bromesa en deus graet d'e vignonez Kuina. Marv eo-hi bremañnepell a-raok he marv. Abaoe e klask en em gannañ en-dro a-enep Mihawk, unan eus ar seizh kabitenn kourser, gwelet evel gwellañ klezeiataer ar bed. En em servijout a ra eus tri c'hleze e-pad an emgannoù hag eus ardoù an drouksperedoù. Mennet ha kreñv, poan bras en dez oc'h en em reteriañ.

Nami


Nami:

Nami a zo ul laerez vras, hag ur vageerez eus ar re wellañ. En em gannañ a ra Nami gant un arm bet krouet gant Pipo: ar fichell glimatek. Un donezon bras he deus da welet an amzer a raio. Brav eo Nami ha gouzout a ra en em servijout eus he c'hened evit kaout ar pezh he deus c'hoant. C'hoant he deus Nami da gavout ur gartenn eus bed One Piece.

Pipo


Pipo

Pipo (pe Roue Antenn) a zo ur gaouiataer echu. C'hoant en deus da zont da vezañ ur brezelour kalonek n'en deus aon rak netra, met a-raok e vo ret dezhañ stourm a-enep e zigalonegezh. E-giz e dad Yasopp eo Pipo un tenner kreñv-kenañ.

Sandy


Sandy

Sandy a zo ur c'heginer ampart. E huñvre a zo kavout All-blue, ar mor mojennek e lec'h e vez kavet holl besked morioù ar bed. Met plijout a ra muioc'h dezhañ ar merc'hed eget ar pesked hag ur merc'hetaer bras eo. Hêr teknikoù emgann Zeff an troad ruz eo Sandy, a implij an divesker nemetken.

Tonny Tonny Chopper


Tonny Tonny Chopper:

Tonny Tonny Chopper a zo ur c'harv-erc'h gant ur fri glas en deus debret ur frouezhenn eus an droukspered (hito hito) a ro e du dezhañ da gomz ha da vale war zaou droad. Gouest eo da gemer seizh neuz disheñvel a-drugarez da volodoù en deus ijinet e-unan : ar Rumble Ball. Mezeg ar strollad eo. C'hoant en deus da grouiñ ul louzoù a c'hellfe pareañ n'eus forzh peseurt kleñved. Aon en dez bepred, Tonny Tonny Chopper a zo un "den" hegredik a gred tout ar pezh a gont Pipo.

Nico Robin


Nico Robin:

Nico Robin a zo un arkeologourez a oa e Baroque Works (renkadur kriminaer). An hini diwezhañ eo a zo chomet bev a-douez annezidi Enez Ohara. Klask a zo warni abaoe he 8 vloaz, kalz a sekredoù he deus ha ne blij ket dezhi komz eus e amzer dremenet. C'hoant he deus da gavout an istor gwir skrivet war ar Rio Poneglyphe. Debret he deus e-pad he yaouankiz ur frouezhenn eus an droukspered (hana hana) hag e c'hell bremañ lakaat lodennoù eus he c'horf, evel daouarn, divesker ha kement zo, da zifukañ (hag e c'hell o c'hontroliñ) war bep danvez e-giz ar c'hoad, ar maen, ar metal... ha memes war an dud-all.

Franky


Franky:

Franky a zo un ijiner mor hag ur siborg a servij ar strollad. Ar saverezh bigi e oa e labour hag ampart-kenañ eo war ar vicher-se. Evel Iceburg, Franky a zo un diskibl da Dom en deus savet lestr Gol D. Roger, an Oro Jackson. Deuet eo da vezañ ur siborg goude ur gwallzarvoud bras. Krouer an Thousand Sunny eo, susitour ar Vogue Merry. C'hoant en deus ober tro ar bed gant ul lestr en defe savet.

Brook


Brook:

Brook a zo ur soner a oa e srollad morlaeron Rumbar. Debret en deus frouezhenn an "dasorc'hidigezh", ha warnañ feson ur skeledenn gant ur pennad-blev koefet er giz "Afro". En em gannañ a ra gant ur c'hleze kuzhet en e vazh. C'hoant en deus da adkavout Laboon, ar valum vras eus Reverse Mountain, evit kanañ dezhi ar ganaouenn a blij dezhañ ar gwellañ hag a zo bet enrollet eviti gant Brook hag e vignoned.

Bed One Piece[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bed One Piece a zo rannet e pevar meurvor rannet gant ur c'hevandir a ya eus an eil pennahel d'egile : East Blue (e lec'h ma krog an istor), North Blue, West Blue, South Blue hag ur morvor a ra tro ar c'heheder "Hent an Arvarioù" (anvet ivez Grand Line). Gronnet eo "Hent an Arvarioù" gant daou dakad mor hep avel anvet Calm Belt e lec'h m'emañ o chom rouaned ar mor, euzhviled mor ramz. Diaes-kenañ eo mont e-barzh dre ar morioù eta hag e ranker evit mont e-barzh tremen dre ur menez (anvet Reverse Mountain) ma cheñch an amzer alies - barradoù-erc'h, amzer tomm-kenañ a c'hell heuliañ an eil egile hep abeg anat. E penn ar mor-se eo en defe kuzhet aotroù ar vorlaeron, Gold D. Roger, ar One Piece, ar pezh a ra eus ar meurvor-se ar meurvor dañjerusañ abalamour d'ar vorlaeron spontus ha d'ar morlu. Meur a enezenn a zo er mor-se, dezhe endroioù hag un neuz disheñvel-kenañ, atav abalamour d'an amzer ; da skouer eo Drum un enezenn nordek ha yen, hag Alabasta just e-kichen a zo ur rouantelezh didud ha tomm-tre. N'eus nadoz-vor ebet a gement a c'hell kerzhet war C'hrand Line, an dra wellañ da vageal war ar mor-mañ a zo anvet al Log Pose: diskouez a ra atav an enezenn a zeu goude war an hent. Ne c'haller ket eta - pe d'an nebeutañ ez eo diaes-kenañ - choaz an hent.

En tu all d'an endro ez eo e annezidi a laka ar mor-se da vezañ ken dañjerus. Tri strollad a zo mestr war Grand Line:
Ar Gouarnamant Bedel (da laret eo ar Morlu), Ar pevar impalaer (morlaeron er Bed Nevez), hag erziwezh ar seizh kabiten kourser (morlaeron kevredet gant ar Morlu). Dre ma'z eo hogos heñvel eo o nerzh ez eo rannet Grand Line e daou gante: al lodenn gentañ evit ar Morlu hag ar gourserien, hag an eil lodenn (anvet ar "Bed Nevez") evit ar pevar impalaer.

frouezh an droukspered[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoari a reont ur roll pouezhus a-walc'h e One Piece, peogwir e servijont da reiñ ur pouer bras d'ar re o deus debret unan. Met ur wech debret unan n'hall ket an den en deus debret anezhañ neuial ken (n'o deus ket mui nerzh en dour). Ne'z eus ket a frouezh kreñvoc'h eget ar re all, depantout a ra eus ar pezh a ra an hini en deus debret anezhe, galloud a ra diorren anezhañ betek ma tizho ur c'hreñvder bras-kenañ. Atav e vez ur frouezhenn a c'hell mont dreist unan all.
Bez ez eus tri strollad bras:

Zoan:
Ar rummad frouezh-se a c'hell reiñ d'e implijerien ar galloud d'en em treuzfeurmiñ en ul loen pe c'hoazh da gavout ur furm hanter-den/hanter-loen.

Paramecia:
Ar rummad frouezh-se a c'hell reiñ d'e implijerien ar galloud da cheñch o c'horf dibaouez (hervez ar frouezh o deus debret).

Logia:
Setu ar rummad frouezh diwezhañ, ha marteze an hini pouezusañ. Hennezh a ro d'e implijerien ur c'hreñvder dreist-goñvor peogwirez eo ar frouezh-mañ frouezh an elfennoù naturel evel an dour, an tan, an tredan, ar skorn,... Implijerien ar frouezh-se a c'hell en em dreuzfeurmiñ en elfenn a gontrolont ha ne resevont ket tagadennoù reizh. Erfin ret eo gouzout e c'hellont bannañ hag kontroliñ dibaouez an elfenna vestroniont.

traoù burzhudus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez ez eus meur a dra burzhudus er manga: evel da skouer an "escargophone" (seurt hiron eus ur maligorn hag ur pellgomzer), an tren dour e Waten Seven (un tren a ruilh war an dour), ar siborged (evel Franky), frouezh an droukspered (evel hini Luffy da skouer), hag kement zo...