Jim Jarmusch

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jim Jarmusch e 2005.

Jim Jarmusch, bet ganet d'an 22 a viz Genver 1953 en Akron (Ohio) (Stadoù-Unanet Amerika) a zo ur filmaozour stadunanat, hag a-wechoù un aktour.

Graet en doa studioù war ar sinema e Skol-veur New-York City.

Deuet eo da vezañ brudet-kenañ gant ar film Stranger Than Paradise, ur priz tapet gantañ e Gouel ar sinema e Cannes, e 1984.

Ur soner eo ivez Jim Jarmusch, o seniñ ar c'hlavier hag ar gitar. Ul lod eus pezhioù-sonerezh a glever en e filmoù a vez savet gantañ.