SVD (fuzuilh)
| SVD "Dragunov" | |
|---|---|
Ur fuzuilh SVD Dragunov | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Meneger GRAU | 6V1 |
| Doare | Fuzuilh-resisted damaotomatek |
| Mont en-dro | Tennata dre amprest-gazoù, piston |
| Munision | 7,62 × 54 mm R |
| Mare ijinañ | 1958 - 1963 |
| Produerien | IJMACH / Strollad Kalachnikov Norinco |
| Mare produiñ | Abaoe 1963 |
| Perzhioù teknikel (stumm orin) | |
| Mas (hep kartouchenn, gant al lunedenn) | 4,30 kg |
| Hirder | 1.225 mm |
| Hirder ar c'hanol | 620 mm |
| Hed-tenn pleustrek | 800 m |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 830 m/s |
| Endalc'h | Karger fiñv 10 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
An SVD (e rusianeg СВД : Снайперская Винтовка Драгунова, Snayperskaya Vintovka Dragounova, "fuzuilh sniper Dragounov"), anvet boaz Dragounov, zo ur fuzuilh-resisted savet e deroù ar bloavezhioù 1960 en URSS evit an dennerien-resisted hag ar sniperien, evit kemer plas ar fuzuilhoù Mosin-Nagant 91/30 PU. Produet e vez abaoe 1963 gant an embregerezh rusian IJMACH[1] (Kalachnikov hiziv an deiz).
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un arm damaotomatek eo an Dragounov, dezhañ ur sistem tennata dre amprest gazoù. Kambret eo e 7,62 × 54 mm. Pourveziet eo gant ur c'harger fiñv 10 kartouchenn. Savet eo bet evit tennañ en ur mod efedus etre 500 metr ha 1.000 metr, met abalamour da greskadur e lunedenn orin (×4) eo diaes tizhout sibloù en tu all da 600 metr. Resis eo e 2 MOA sanset[1]. He gwikefre zo bet diazezet war hini an AK-47, met kalz uheloc'h e oa kalite pezhioù an SVD[2].
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet eo bet gant broioù Pakt Varsovia ha gant kalz armeoù pe emsavioù skoazellet gant an URSS da vare ar Brezel Yen, evel ar fuzuilhoù-arsailh AK-47 pe AK-74. Hiziv-an-deiz e vez produet hag implijet c'hoazh, gant arme Rusia da skouer. E Sina e vez graet kopiennoù eus an SVD dindan an anvioù Type 79 ha Type 85, he stumm modernizaet.
Ur stumm evit ar siviled, anvet Tiger, zo anezhañ[1].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) McNAB Chris, The SVD Dragunov Rifle, Osprey Publishing, 2023, 80 p., ISBN 978-1472855961
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha 1,2 (fr) Le SVD Dragunov et le calibre 7.62x54R, Le blog du tireur de précision, 23/09/2025 (lennet d'ar 15/11/2025)
- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 154-155