Rome: Total War (c'hoari video)
- Evit an heuliad c'hoarioù video gwelet Total War (heuliad c'hoarioù video).
Rome: Total War zo ur c'hoari strategiezh war urzhiataer savet gant The Creative Assembly hag embannet e 2004 gant Activision, hiziv an deiz eo perc'hennet ar gwirioù gant Sega. An doare war Mac OS X a oa bet embannet d'ar 5 a viz C'hwevrer 2010 gant Feral Interactive. Ar memes studio en devoa embannet ur stumm war iPad d'an 10 a viz Du 2016, ha war iPhone d'an 23 a viz Eost 2018. Ar c'hoari Rome: Total War eo an trede hini en heuliad c'hoarioù video Total War.