Total War: Warhammer

Eus Wikipedia
Total War: Warhammer
Diorroer Creative Assembly/ Sega
Endro Lies-savenn
Yezhoù Lies-yezh
Doare C'hoari Video
Lec'hienn web https://www.totalwar.com/total_war_warhammer/

Total War: Warhammer zo ur c'hoari video strategiezh, ha taktek en amzer wirion diorroet gant Creative Assembly hag embannet gant Sega d'ar 24 a viz Mae 2016. Diorroet hag embannet eo bet ar stummoù macOS ha Linux gant Feral Interactive. Awenet eo e reizhad c'hoari gant hini an heuliad Total War, ha gant bed ar c'hoari taol anvet Warhammer, krouet gant Games Workshop. Peder c'hostezenn a c'haller c'hoari pa zeu ar c'hoari er-maez : ar c'hroc'henoù gwer, Impalaeriezh an Dud, Ar Gorred hag ar gonted suner-gwad[1]. Brezelourien ar c'haos a c'haller ouzhpennañ[2] evit ar c'hoarierien o deus rakprenet ar c'hoari, pe o deus prenet anezhañ e-pad kentañ sizhun lañsadur.

Senario[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pep kostezenn he deus he senario hag he fal. Unan eus palioù ar peder c'hostezenn gentañ eo argas aloubadeg ar C'haos ha gloazañ Archaon. Strishoc'h eo pal an iskostezennoù, Al Loar grogek hag ar C'hlan Angrund (dizalc'h diouzh ar c'hroc'henoù gwer ha diouzh ar Gorrred), evit hini ar c'hostezennoù all : ret eo dezhe kemer kreñvlec'h Karak an eizh menez.


Seitek gouenn a c'heller implijout er c'hoari :

  • Ar Gorred : ar Gorred hag ar C'hlan Angrund
  • Ar c'hroc’henoù gwer : ar c'hroc’henoù gwer, al Loar grogek hag an Dorn Gwadek
  • Ar Gonted suner-gwad : ar C'hont ever-gwad ha Von Carstein
  • An Impalaeriezh : unvezioù an Impalaeriezh
  • Ar Vretoned: ar Vretoned, Bordeleau hag ar Gasconnie
  • An Elfed silvan : an Elfed silvan hag Argwylon
  • Ar C'haos : soudarded an distruj
  • An Dud-Loen : tud-loen

Total War : Warhammer 2[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Total War : Warhammer II eo eil tamm an heuliad, embannet e vo er bloavezh 2017. Peder c'hostezenn nevez zo :

  • An Dud Glazard
  • An Elfed Du
  • An Elfed Uhel
  • Ur rummad dianav betek-henn

Gallout a ra ar c'hoarierien kenstrollañ o c'hartoù gant re Total War: Warhammer 2.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]